Marfisa d'Este (Ferrara, war-dro 1554idem, 1608) a oa bastardez da Francesco d'Este ha n'ouzer ket anv he mamm. Divastardet e voe Marfisa hag he c'hoar Bradamante (ganet e 1559) gant ar pab Gregor XIII hag Alfonso II d'Este.

Poltred Marfisa d'Este

Gwareziñ a reas an arzourien[1] ha dreist-holl Torquato Tasso[2].

D'ar 5 a viz Mae 1578 e timezas d'he c'henderv Alfonsino di Montecchio, mab da Alfonso di Montecchio, met hennezh a varvas pevar miz goude. He zad a roas ur palez dezhi, krog e sevel en 1559, hogen dilezet goude he marv[1], hag ivez ar "San Silvestro" hag ar Palazzo Schifanoia.

E miz Genver 1580 ec'h addimezas da Alderano Cybo-Malaspina (1552-1606), priñs Massa ha Carrara. Pa voe daskoret dugelezh Este d'ar pab en 1598 e nac'has Marfisa mont da-heul he zud da gêr Vodena hag e chomas en Ferrara gant he fried er palez he devoa bet digant he zad.

Bugale kemmañ

Eizh bugel o doe Alderano ha Marfisa[3]

  • Carlo (1581-1662), a zimezas da Brigida Spinola, ha bugale dezho ;
  • Francesco (1584-1616);
  • Odoardo (1585-1612), koronal en arme Spagn;
  • Cesare (1587-1588), marvet da ur bloaz;
  • Vittoria (1588-1635),dimezet da Ercole Pepoli, kont Castiglione;
  • Ferdinando (1590-1623),chaloni San Lorenzo en Genoa;
  • Alessandro (1594-1639), marc'heg en Urzh Malta;
  • Alfonso (1596).

Notennoù kemmañ

  1. 1,0 ha1,1 Musei Civici di Arte Antica di Ferrara - Palazzina Marfisa d'Este
  2. Musei Civici di Arte Antica di Ferrara - Chi è Marfisa D’Este?
  3. Cybo 2