Maria Eleonora von Brandenburg

Maria Eleonora von Brandenburg (* 11 a viz Du 1599 en Königsberg; † 1655 en Stockholm) a oa ur briñsez alaman eus Margraviezh Brandenburg deuet da vout rouanez Sveden dre zimeziñ da roue Sveden. Lavaret e voe e oa kaerañ rouanez a oa en Europa, ha hervez he merc'h e oa dezhi holl vertuzioù ha sioù ar maouezed.

Maria Eleonora von Brandenburg, rouanez Sveden
Maria Eleonora, war-dro 1630

Merc'h e oa da Dilenner Brandenburg, Johann-Sigismund von Hohenzollern, ha da Anna von Preußen, ur briñsez eus Dugelezh Prusia.


Dimeziñ kemmañ

Dimeziñ a reas e miz Du 1620 da Gustav II Adolf, roue Sveden. D'an 8 a viz Kerzu 1626 e c'hanas Kristina, a voe rouanez Sveden.

Intañvez kemmañ

Hanter-foll e troas, gwashaat a reas dezhi goude ma voe lazhet he fried er brezel e miz Du 1632 , en emgann Lützen en Alamagn. Ur miz e voe keloù ar marv o tont betek al lez. Nac'h a reas e vije beziet ar roue pa erruas e arched da Sveden. Ne voe beziet eta nemet e miz Gouhere 1634. E galon a veze ganti ouzh troad he gwele. Evit skeudenniñ he glac'har e savas Urzh roueel ar Fealded trec'h, aroueziet gant ur galon hag un arched a-istribilh ouzh ur seizenn du.



Tennet e voe he merc'h diganti, kaset e voe war ar maez, ret dezhi chom e Gripsholm. Alese e skrive lizheroù e-lezizh d'he merc'h, o klemm alies, o reiñ urzhioù a-wechoù all, o klask plijout dezhi a vareadoù.

Tec'hel a reas da Vro-Danmark, da-di ar roue enebour, Christian IV Danmark. Ne adwelas he merc'h nemet eizh vloaz goude, pa voe pardonet dezhi ha pa voe aotreet da zistreiñ da Sveden.

Mervel a reas d'an 28 a viz Meurzh 1655 e Stockholm.


Levrlennadur kemmañ

  • Bernard Quilliet, Christine de Suède - un roi exceptionnel, Fayard, 2003 (ISBN 2-213-61542-X).