Maria Leopoldine Aostria-Este


Maria Leopoldine Aostria-Este, ganet e Milano d'an 10 a viz Kerzu 1776 ha marvet e Wasserburg am Inn d'an 23 a viz Mezheven 1848, a oa ur briñsez aostrian.

Maria Leopoldine Aostria-Este (1776-1848)
Ferdinand Karl ha Beatrice Aostria-Este, tud Maria Leopoldine

Merc'h e oa d'an arc'hdug Ferdinand Aostria, gouarnour Dugelezh Milano ha d'an dugez Maria Beatrice d'Este, merc'h-vihan d'an impalaerez santel Maria Theresia, ha nizez d'ar rouanez c'hall Marie-Antoinette Bro-C'hall.


Dimeziñ kemmañ

En miz Eost 1795 e voe dimezet, en desped dezhi, d'ar Priñs-Dilenner intañv Karl Theodor Bavaria, Dilenner Bavaria, a oa 52 vloaz koshoc'h egeti. Tremen 70 e oa d'ar priñs, ha krediñ a rae dezhañ e c'hallje kaout bugale, goude ma n'en doa ket bet eus e eured kentañ, peogwir en doa besterd a-hend-all.

Dre heug ha dre zroug, hag evit kas an dorzh d'ar gêr, e nac'has ar briñsez kousket gwech ebet gant he fried, hag e tispac'has el lez ken e sponte an holl dirazi, hag he fried kozh dreist ar re all. Un toullad serc'heged he devoe, evel ar c'hont Maximilian Montgelas, ha dreist-holl Maximilian Zweibrücken, kenderv a bell, priñs pennhêr, hag enebour da Garl Theodor.

Intañvez kemmañ

Intañvez e oa Maria Leopoldine 4 bloaz goude an eured, ha hi 23 bloaz. En em dennañ a eure neuze e kastell Berg, goude bezañ graet war-dro hec'h aferioù hêrezh, war lez lenn Starnberg, ha c'hoari las a ouie ober. Dougerez e voe, ha harluet un toullad mizioù da Ljubljana, kêr-benn Slovenia. Merañ mat a rae he madoù, ha pinvidikaat a reas, hag en em dennañ neuze war he douaroù e Stepperg.

Eured all kemmañ

Addimeziñ a reas d'ar 14 a viz Du 1804 d'ar c'hont Louis Joseph d'Arco-Zinneberg (1773-1854) ha 3 bugel o doe .

He bugale kemmañ

  • Caroline (1814–1815), kontez von Arco, marvet da ur bloaz.

He marv kemmañ

Mervel a eure en ur gwallzarvoud war an hent etre München ha Vienna.

Levrlennadur kemmañ

  • Friedrich Weissensteiner: Habsburgerinnen auf fremden Thronen. Ueberreuter, Wien 2000, ISBN 3-8000-3761-0.
  • Sylvia Krauss-Meyl: Das „Enfant terrible“ des Königshauses. Maria Leopoldine, Bayerns letzte Kurfürstin (1776–1848). 2. Auflage. Pustet, Regensburg 2002, ISBN 3-7917-1558-5.
  • Wolfgang Kunz: Maria Leopoldine (1776–1848) – Kurfürstin von Pfalz-Bayern und Geschäftsfrau. In: Mannheimer Geschichtsblätter. Neue Folge Bd. 3, 1995, ISSN 0948-2784, S. 255–274.

Pennad kar kemmañ