Maria Madalena Josefa Teresa Bárbara de Bragança

Maria Bárbara de Bragança (e portugaleg), pe Bárbara de Braganza (e spagnoleg), pe Barbara Portugal (e brezhoneg), (Lisboa, 1711 — Aranjuez, 1758) a oa un infantez portugalat hag a zimezas da 18 vloaz da Fernando VI, roue Spagn.

Maria Bárbara de Bragança, poltredet gant Domenico Dupra.
Maria Bárbara de Bragança, poltredet gant Jean Ranc.

Merc'h e oa da João V, roue Portugal, ha d'e bried Maria Anna Aostria (1683–1754), ur verc'h d'an Impalaer Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel (1640-1705).

Sonerez kemmañ

Klav-kerdin a sone ampart, kelennet ma voe gant Domenico Scarlatti adal 1720. Mont a reas he c'helenner ganti da Spagn pa zimezas ar briñsez hag eno eo e savas war-dro 555 sonatenn. Legadiñ a reas he binvioù-seniñ ha dihelloù a sonerezh d'an tizhog Farinelli.

Mervel a reas divugel.