Maria Tereza Portugal (1793-1874)

Ur pennad Maria Teresa de Portugal zo ivez.

Maria Tereza Portugal (pe Maria Teresa de Portugal e portugaleg, María Teresa de Portugal e spagnoleg), ganet d'an 29 a viz Ebrel 1793 en Ajuda (Portugal) ha marvet d'an 1è a viz Genver 1874 e Trieste (Impalaeriezh Aostria-Hungaria), a oa infantez Portugal, priñsez Beyra ha pennhêrez Portugal eus 1793 da 1795, ha dre zimeziñ, hag ivez infantez Spagn ha kontez Molina dre hec'h eil dimeziñ d'an infant Carlos Spagn (1788-1855), a oa e penn emsav ar garlourien.

Maria Tereza Portugal (1793-1874)

He buhez kemmañ

María Teresa a oa kentañ bugel ar priñs portugalat João, a voe Roue Portugal evel João VI, hag e bried an infantez spagnol Carlota Joaquina de Borbón, hag o doe nav bugel en holl.

Brazil kemmañ

Pevarzek vloaz e oa e 1807 pa voe aloubet Portugal gant soudarded c'hall Napoleon Iañ. E deroù 1808 e tec'has ar roue João VI hag an Tiegezh Bragança da Vrazil, war vourzh al lestr Príncipe Real (« priñs roueel »). Trevadenn bortugalat e oa Brazil d'an ampoent. Degouezhout a rejont e Salvador da Bahia d'an 2 a viz Genver 1808. Goude-se ez ejont da Rio de Janeiro da chom e Paço da Cidade, palez an impalaer diwezhatoc'h.

E miz Mae 1810 e timezas Teresa da Pedro Carlos de Borbón, infant Spagn.
E 1812 e varvas Pedro, ha setu Teresa intañvez.

Brezel-diabarzh kemmañ

Ne oa ket troet Maria Tereza gant ar mennozhioù nevez, ha harpañ a reas he breur Miguel Iañ a-hed Brezel-diabarzh Portugal, eus 1826 da 1834. Kemend-all a reas gant he breur-kaer Carlos de Borbón e Spagn.

Carlos kemmañ

E miz Here 1838 ec'h addimezas d'hec'h eontr ha breur-kaer Carlos María Isidro de Borbón, a oa pemp bloaz koshoc'h egeti. Hennezh a oa intañv he c'hoar yaouankoc'h Maria Francisca de Assis, marvet e 1834. En Azpeitia, e Gipuzkoa, e voe graet an eured.

Fin he buhez kemmañ

E-pad bloavezhioù diwezhañ ren Fernando VII e vevas Maria Tereza e Madrid gant he mab Sebastião. Met goude marv ar roue e 1833 ha hini he c'hoar Maria Francisca de Assis e 1834 e pellaas eus an tiegezh roueel hag e voe unan eus renerien ar garlouriezh, pa gemeras perzh e kentañ brezel ar garlouriezh (1833-1846) a-enep he c'heniterv Isabel II.

Dimezioù ha bugale kemmañ

 
Carlos de Borbón, Kont Molina (1788-1855)

Div wech e timezas:

Harlu ha marv kemmañ

E 1845 e voe dilezet e wirioù war ar gurunennt gant he fried Carlos, d'o reiñ d'o mab Carlos, ha hennezh neuze a gemeras an titl a Garlos VI.

Carlos kozh a varvas e Trieste, a zo hiriv en Italia. Tost da dregont vloaz goude, e 1874, e varvas Maria Teresa, a oa bet intañvez e-pad naontek vloaz.