Maria d'Avalos (1562 1590) zo ur briñsez italian eus dibenn an Azginivelezh italian, muntret e Naplez gant he fried.

He buhez kemmañ

Ganet e oa Maria d'Avalos en 1562 e Naplez. Merc'h e oa da Carlo d'Avalos, priñs Montesarchio[1], ha da Sveva Gesualdo, priñsez Venosa, daou zen eus uhelañ noblañs Rouantelezh Naplez.

Dimezioù kemmañ

Nemet trizek vloaz ne oa e 1675 pa voe dimezet d'ar priñs Federico Carafa. Daou vugel o doe: Ferdinando, marvet en bugel, ha Beatrice, a varvas da zaouzek vloaz.

Intañveziñ a reas c'hwec'h vloaz goude, en 1581, hag addimeziñ a reas da vab henañ un tiegegezh uhel eus Sikilia, Alfonso Gioieni. E 1583 e voe an eured, ha mervel a reas he fried en 1585.

Neuze en em dennas Maria d'Avalos en enez Ischia, ma chomas dizarempred, da c'hortoz he zud da reién dezhi ur pried all[2].

Ur gaer a intañvez kemmañ

Addimeziñ a reas Maria d'Avalos d'an 28 a viz Ebrel 1586, da bevar bloaz warn-ugent, d'ar priñs Carlo Gesualdo di Venosa, pevar bloaz yaouankoc'h egeti, ha kenderv kompez dezhi: mamm Maria a oa c'hoar da Fabrizio Gesualdo, tad Carlo. Ret e voe goulenn an aotre digant ar pab Sist V[3].

Brudet e oa kened ar vaouez yaouank e Naplez. Hogen n'eo ket kened ar maouezed a roe c'hoant dimeziñ d'ar wazed atav, ha ma oa kemeret gant priñs Venosa e oa abalamour m'he devoa Maria, « goude bet daou bried a-raok, diskouezet e c'halle dougen frouezh »[4].

Daremprediñ an tiegezh d'Avalos a rae ar barzh Torquato Tasso (1544 – 1595) hag anavezout a rae ar vaouez yaouank. Ur sonedenn a savas da-geñver hec'h eured, ma echue evel-hen[5] :

Poi la vostra beltà con maggior luce
Fece il valore e la virtù feconda
E cede a bella donna invitto duce.
Neuze ho kened, gant brasoc'h gouloù c'hoazh
A roas frouezh d'an dalvoudegezh hag ar vertuz
Hag un dug didrec'h a voe faezhet gant un itron gaer.

Ha frouezhusted a voe, pa c'hanas Maria he mab Emanuele, en 1587 (pe 1588).

Avoultriezh ha marv kemmañ

Avoultriñ a reas Maria d'Avalo ur pennadig goude ganet he mab, gant Fabrizio Carafa, dug Andria. Roet e oa bet kement-se da c'houzout da Gesualdo gant testeni un eontr dezhañ. Tapout a reas an daou bichon en e balez, e noz ar 16 ha 17 a viz Here 1590.

Torfed a enor kemmañ

Prientet mat e oa an dapadenn: tri den armet gant pep a halabardenn ha pep a akebut a oa gant Gesualdo. Divarc'hañ an nor a rejont, mont er gambr ma oa an daou serc'h. Kunujennoù a voe, tennoù. Servijourien a lavaras goude o devoa klevet Gesualdo o lavarout:

Lazh, lazh, an den ifam hag ar c'hast-se! kerniel d'an tiegezh Gesualdo ?

E -maez e teuas an tri den armet, hag ar priñs e-unan, e zaouarn leun a wad, a zistroas neuze d'ar gambr da beurlazhañ e wreg a oa o vervel. Setu danevell an darvoudoù, ar fealañ a zo deuet betek ennomp, kavet en un enklask ofisiel gourc'hemennet gant besroue Naplez[6].

Klask a reas besroue Naplez tevel war an afer met aner e voe: skignet e voe ar c'heloù a bep tu[6]. Strafuilh a voe er speredoù o klevout anv eus al lazhadeg evel ma weler o lenn testeni kannad Republik Venezia d'an 19 a viz Here 1590, daou zevezh goude an darvoud[7] :

Don Carlo, ma da briñs Venosa, ha niz d'an Illurat kardinal, savet a-youl-gaer ha gant kompagnuned mennet mat dimeurzh da c'hwec'hvet eur an noz [war-dro hanternoz] e kambreier donna Maria d'Avalos, e wreg ha keniterv kompez

Brudet eo ar fedoù-se en istor Naplez.

Notennoù kemmañ

  1. [1]
  2. Catherine Deutsch, p.20.
  3. Catherine Deutsch, p.19.
  4. Scipione Ammirato,p.13.
  5. Catherine Deutsch, p.21.
  6. 6,0 ha6,1 Catherine Deutsch, p.30-31.
  7. Annibale Cogliano, p. 14.

Levrlennadur kemmañ

  • (it) Scipione Ammirato, Delle famiglie nobili napoletane, Firenze, 1651, Bologna, Forni,‎ 1973
  • (it) Annibale Cogliano, Carlo Gesualdo. Omicida fra storia e mito, Naples, Edizioni Scientifiche Italiane,‎ 2006 (ISBN 88-495-1232-5)
  • Catherine Deutsch, Carlo Gesualdo, Paris, Bleu nuit éditeur, coll. « Horizons »,‎ 2010 (ISBN 978-2-35884-012-5)