Marion ar Faoued pe Marionig ar Faoued (Marie Louise Tromel er marilh), ganet d'ar 6 a viz Mae 1717 er Faoued (Kernev), ha marvet ouzh ar groug e Kemper d'an 2 a viz Eost 1755, a oa e penn ur vandennad laeron hag a rae he reuz e Kernev hag e Bro-Wened en hanterenn gentañ an XVIIIvet kantved. Manet eo bev hec'h eñvor, lakaet da vezañ ur seurt Robin Hood, pa ne laere ket ar re baour a-hervez, ha barrek da ziflipañ kuit a-dre krabanoù an archerien.

Ur banell straed e Karaez.

Bandennad kemmañ

E dibenn miz Mae 1748, François Mahé hag Yves Bulze, daou waz eus he bandenn, lakaet da varv e Gwened, a voe skourret ouzh ur wezenn-derv ha lezet da vreinañ en ur c'hroashent eus an hent roueel kozh a gas eus Kemperle da C'hourin, un nebeud kantadoù a vetradoù en hanternoz da gêriadenn Sant-Urloù e trev Lannejenn [1].

Levrlennadur kemmañ

Liamm diavaez kemmañ

Notennoù ha dave kemmañ

  1. Lice Nédellec ha Jean Rieux, Marion du Faouet et ses brigands, Embannadurioù Artra, 1976
  2. Pennadoù eus al levr : [[1]]