Martin Stanislas Gillet

Martin Stanislas Gillet a oa ur beleg katolik gall, ezel eus urzh ar vreudeur prezegerien, teologour, bet mestr Urzh an Dominikaned etre 1929 ha 1946.

Ganet eo bet d'ar 14 a viz Kerzu 1875 e Louppy-sur-Loison (departamant ar Meuse, Frañs). Aet eo da Anaon d'an 3 a viz Gwengolo 1951 en Aix-les-Bains (departamant ar Savoie, Frañs)

Degemeret eo bet Doktor war ar brederouriezh e Skol-veur Freiburg (Bro-Suis) e 1905. Doktor war deologiezh e oa ivez. Kelenner eo bet e Skol-veur Louvain/Leuven a skrivet en deus meur a oberenn apologetik ha deoliezh. E-kerzh e amzeriad e krouas e Roma Collegium Historicum e urzh e 1930.

Anvet e voe arc'heskob "entitlet" (in partibus) Nikaea (İznik e Turkia a-vremañ).