Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Martini Racing a zo an anv dindan anezhañ o deus redet un nebeud skipailhoù e redadegoù kirri, sponsoret gant Martini & Rossi, adalek 1968. Livet e vez ar c'hirri gant bandennoù glas teñval, glas sklaer ha ruz Martini, war kirri gwenn, glas pe ruz.

An Andur kemmañ

 
Ar Porche Martini 908 e 1978

Krog eo Martini da sponsoriñ skipailhoù redadegoù kirri e 1968 gant Alfa Romeo en Andur, met en doare-se da redek eo anavezet kalz gant e gevelerezh gant Porsche, oc'h aozañ ar skipailh Martini Porsche e-pas ar bloavezhioù 1970. Sponsoret en deus ivez Lancia a-raok ma ne yafent d'ar ralli kentoc'h, e bloavezhioù 1980.

Formulenn 1 kemmañ

Krog eo Martinia da sponsoriñ ar skipailh italian Tecno e 1972. Siwazh ne oa ket kevezus ar c'harr ha dilezet en deus Martini ar F1 e fin 1973 hep disoc'h pennañ.

 
Ar Brabham BT42 en deus redet e 1975

Deuet eo en-dro e 1975 gant un emglav gant Brabham, renet gant Bernie Ecclestone, deuet da gemer an anav Martini Racing, gant ur c'harr gwenn mui bandennoù Martini da gentañ. E 1976 ha 1977, gant donedigezh keflusker Alfa Romeo eo bet erlec'hiet ar gwenn gant al liv ruz.

E 1979 e ya Martini da sponsoriñ Team Lotus, ar skipailh kampion, met n'eo ket ken kevezus ar c'harr nag e vlenier Mario Andretti ha dilezel a ra Martini ar Formulenn 1 e fin ar bloaz. Ober a ra un distroig e 2006, o vezañ sponsor bihan Ferrari betek 2008.

E 2014 e tiskleri Martini ha Williams un emglev evit bezañ pennsponsor ar skipailh evit meur a vloaz. Gwenn eo ar c'harr gant bandennoù Martini warnañ. Kemer a ra ar skipailh an anv Williams Martini Racing.

Ar Rallioù kemmañ

E rallioù en deus sponsoret Martini Porsche, Lancia ha M-Sport.