Martinus Fabri a oa ur sonaozour eus an Izelvroioù, pe Flandrez. Bevet en deus war-dro fin ar Grennamzer ha penn kentañ an Azginivelezh. An darn vrasañ eus e oberennoù a zo bet krouet war-dro 1400, ne ouezer netra eus e vuhez.

Peder gwerz a zo bet adkavet; div werz a zo bet skrivet e galleg, e doare an ars subtilior, luziet-tre int, gant testennoù nemetkenel el lodenn gentañ (al lodenn all a vefe gant sonerezh hepken). An div werz all o deus un destenn gant peder mouezh. An div werz gant un destenn a zo bet skrivet en izelvroeg p'emañ an div all e galleg.