Mary Lou McDonald
Mary Louise McDonald, ganet d'ar 1añ a viz Mae 1969, zo ur bolitikourez iwerzhonat ezel eus Sinn Féin. E penn ar strollad emañ abaoe miz C'hwevrer 2018. Bez eo un Teachta Dála (TD, ezel eus Dáil Éireann) abaoe 2011. Bez e oa bet ivez ezel eus ar parlamant europat (MEP) en anv Dulenn etre 2004 ha 2009, ha besprezidantez Sinn Féin dindan Gerry Adams etre 2009 ha 2018.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Iwerzhon, Rouantelezh-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Máire Labhaoise Ní Dhomhnaill |
Anv-bihan | Mary |
Anv-familh | McDonald |
Deiziad ganedigezh | 1 Mae 1969 |
Lec'h ganedigezh | Dulenn |
Yezh vamm | saozneg, iwerzhoneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, iwerzhoneg |
Micher | politiker |
Bet war ar studi e | Trinity College |
Lec'h labour | Dulenn |
Strollad politikel | Sinn Féin |
D'an 10 a viz C'hwevrer 2018 e kemeras kador Adams goude un ardfheis (kendalc'h) dreistordinal.
Buhez er strollad ha Tabutoù kemmañ
Bez eo bet en Ard Chomhairle (kuzul meur) Sinn Féin abaoe 2001. Tizhet he devoa ar renk a vesbrezidantez o kemer kador Pat Doherty goude Ardfheis an 22 a viz C'hwevrer 2009.
E miz Gwengolo 2003 e voe kavet abeg enni pa voe komzet ganti e-pad ur vanifestadeg e Dulenn da enoriñ Seán Russell, ur penn eus an IRA en doa bet liammoù gant an Trede Reich.
E miz Even 2009, McDonald a voe taget dre ma veze gwerzhet dafar da enoriñ an IRA en he burev.
E miz Kerzu 2015, McDonald a roe harp da Thomas "Slab" Murphy, diskrivet evel ur "republikan mat" padal e oa 9 klemm a fuadur arc'hant war e chouk. Barnet e oa bet gant ul lez-varn ispisial dre ma oa bet skoet betek ar marv an den diwezhañ a oa bet test en ur prosez a-enep dezhañ e 1999. Ne oa ket deuet a-benn da adpakañ gerioù Gerry Adams a rae eus Thomas Murphy ur "good republican". AR BBC dre un teulfilm enklask a lakae war-raok an den evel ur "mass murderer".