Mary Robinson (barzhez)

Mary Robinson, ganet d'ar 27 a viz Du 1757 ha marvet d'ar 26 a viz Kerzu 1800, a oa un aktourez, romantourez ha barzhez saoz.

Mary Robinson, poltredet gant Thomas Gainsborough .

He buhez kemmañ

 
David Garrick poltredet gant Joshua Reynolds evel Kitely en Every Man in his Humour (Ben Jonson, 1598).

Ganet e oa Mary Darby e Bristol. He zad, John Darby, a oa kabiten a vor, ha Hester Says e oa anv-plac'h he mamm.
Mont kuit a eure an tad da chom gant ur vaouez all pa oa Mary bihanik c'hoazh. Ret e voe da Hester Darby desevel pemp bugel hec'h-unan.
Digeriñ a reas ur skol evit plac'hed ma voe desket Mary gant he mamm betek he 14 vloaz. Ar c'habiten Darby a lakaas serriñ ar skol, evel m'en devoa gwir hervez al lezenn saoz. D'ar poent-se e oa Mary en ur skol digoret gant ar skrivagnerez Hannah More, ha sachañ a reas evezh an aktour meur David Garrick.

Dimeziñ kemmañ

Dimeziñ kemmañ

 
Her Grace Georgiana Cavendish, Duchess of Devonshire, gant Joshua Reynolds (1776). A-oad gant Mary Robinson e oa an dugez.

Hester Derby a roas ton d'he merc'h da zimeziñ d'un alvokad, Thomas Robinson, a lavare bezañ bet un hêrezh. Mary avat ne felle ket dezhi, met menel a reas klañv, ha gwelout a reas Robinson oc'h ober war he zro ha war-dro he breur yaouankañ, ma kavas dezhi e tlee diskouez hec'h anaoudegezh vat, ha ne felle ket dezhi displijout d'he mamm a zalc'he warni.
Dimeziñ a reas da 15 vloaz, ha dizoleiñ ne oa hêrezh ebet. Derc'hel a reas Robinson da vevañ evel a-raok, oc'h ober dle, o redek an douilhez, hep kuzhat e droioù.
E-keit-se e kavas Mary Robinson unan bennak d'he sikour, Georgiana Cavendish, Dugez Devonshire, a baeas embann he levr barzhonegoù kentañ, Captivity.

Kregiñ a reas gant ar c'hoariva ma reas berzh dre ma oa kenedek ha donezonet. Dont a reas da vout serc'h da briñs Kembre, a renas evel George IV, ha goude d'ar politikour Charles James Fox, a-raok ober war-dro lennegezh ha barzhoniezh, ma voe lesanvet ar Sapfo saoz. Perdita a veze graet anezhi ivez abalamour m'he devoa c'hoariet Perdita er pezh The Winter's Tale, gant William Shakespeare.
Evel ur Saozez all, Mary Wollstonecraft, e savas da zifenn mennozhioù Dispac'h gall 1789 ha gwirioù ar merc'hed.

Oberennoù kemmañ

 
Talbenn Poems, 1791

Pell amzer ne voe ket taolet pled ouzh hec'h oberenn, ha ne veze skrivet nemet diwar-benn he buhez, he darempredoù gant gwazed ha maouezed, he dilhad, met adalek ar Patrom:Bloavezhioù 1990 e voe kaoz eus traoù all.
Meur a vuhezskrid a voe savet neuze, unan dreist-holl, gant Paula Byrne hag anvet Perdita: The Literary, Theatrical, and Scandalous Life of Mary Robinson, a reas berzh ken-ha-ken, hag a voe anvet evit ar Richard & Judy Book Club.

Barzhoniezh kemmañ

  • Poems (1775)
  • Captivity, A Poem and Celadon and Lydia, a Tale (1777)
  • Poems (Vol. 1, 1791 / Vol. 2, 1793)
  • Sappho and Phaon: In a Series of Legitimate Sonnets (1796)
  • Lyrical Tales (1800)

Romantoù kemmañ

  • Vancenza; or, The Dangers of Credulity (1792)
  • The Widow; or, A Picture of Modern Times (1794)
  • Angelina; A Novel (1796)
  • Hubert de Sevrac, A Romance, of the Eighteenth Century (1796)
  • Walsingham: or, The Pupil of Nature, A Domestic Story (1797)
  • The False Friend; A Domestic Story (1799)
  • The Natural Daughter. With Portraits of the Leadenhead Family. A Novel (1799)
  • Jasper, A Fragment [embannet goude he marv er Memoirs of the Late Mrs. Robinson, Written by Herself (1801)]

Dramaoù kemmañ

  • The Lucky Escape, A Comic Opera (Drury Lane, 1778)
  • Nobody: A Comedy in Two Acts (Drury Lane, 1794)
  • The Sicilian Lover: A Tragedy in Five Acts (ne voe ket c'hoariet biskoazh)

Skridoù politikel kemmañ

Eñvorennoù kemmañ

  • Robinson, Mary [and Maria Elizabeth Robinson]. Memoirs of the Late Mrs. Robinson, Written by Herself. With Some Posthumous Pieces. 4 vols. London, 1801.

Buhezskridoù kemmañ

  • Byrne, Paula. Perdita: The Literary, Theatrical, and Scandalous Life of Mary Robinson. New York: Random House, 2004.
  • Davenport, Hester. The Prince’s Mistress: Perdita, a Life of Mary Robinson. Stroud: Sutton Publishing, 2004.
  • Gristwood, Sarah. Perdita: Royal Mistress, Writer, Romantic. London: Bantam, 2005.
  • Memoirs of Mary Robinson 1895.
  • Ledoux, Ellen Malenas. “Florizel and Perdita Affair, 1779-80.” BRANCH: Britain, Representation and Nineteenth-Century History. Ed. Dino Franco Felluga. Extension of Romanticism and Victorianism on the Net. Web. 2 June 2013.
  • Robinson, Mary [and Maria Elizabeth Robinson]. Memoirs of the Late Mrs. Robinson, Written by Herself. With Some Posthumous Pieces. 4 vols. London, 1801.

Skridvarnerezh kemmañ

  • Brewer, William D., ed. The Works of Mary Robinson. 8 vols. Pickering & Chatto, 2009-2010.
  • Gamer, Michael, and Terry F. Robinson. “Mary Robinson and the Dramatic Art of the Comeback.” Studies in Romanticism 48.2 (Summer 2009): 219-256.
  • Pascoe, Judith. Mary Robinson: Selected Poems. Peterborough, ON: Broadview Press, 1999.
  • Robinson, Daniel. The Poetry of Mary Robinson: Form and Fame. New York: Palgrave Macmillan, 2011.
  • Robinson, Terry F. "Introduction." Nobody. By Mary Robinson. Romantic Circles. Web. March 2013.

Liammoù diavaez kemmañ

(en)