Ur vatezh zo ur plac'h a servij ur mestr pe ur vestrez en e di. Ul labour a renk izel eo bet a-viskoazh, a vez roet dreist-holl d'ar plac'hed yaouank dizesk, pe d'ar merc'hed paour, ha sed a zo kontet er goñchenn Luduennig. Disheñvel e c'halle bezañ ar vicher e kêr pe war ar maez, e ti mistri baour pe re binvidik.

Matezhig o tont eus kerc'hat dour.

Gwechall e teue ar mitizhien eus tiegezhioù paour ha niverus, ha prest o zud da reiñ anezho da ne vern piv dre ma koustent re ger dezho da vevañ er ger. Evit o boued e labourent. Hiziv ez int gwarezet un tamm gant al lezenn memes tra.
Graet e veze ar vicher-se gant plac'hed yaouank a groge d'ober war-dro ar vugale, kerc'hat dour d'ar puñs, naetaat ar gegin hag an oaled. Naetoc'h labour e oa ober war-dro an dilhad.

War ar maez kemmañ

 
Matezh o naetaat an oaled. Ul labour a renk izel, abalamour ma veze ret plegañ ar c'horf d'ober ul labour lous, ha ma pege c'hwezh al ludu ouzh ar vatezh: labour Luduennig.

Stag e oant ouzh tiegezh o mestr, en e di e oant o chom. Pa c'hallent dimeziñ eo e c'hallent kuitaat o mistri. Pa intañve o mestr e c'halle c'hoarvezout da unan bennak dimeziñ gantañ, met kement-se n'halle ket c'hoarvezout e ti an dud uhel.

Matezh ar person kemmañ

Karabasenn a veze lavaret eus matezh ar person. Brudet e oa da vezañ hek: kintus evel ur garabasenn, a veze lavaret.

E kêr kemmañ

 
Ur vatezh e ti ur vourc'hizez, 1906. Ul labour dilous, met plegañ da imorioù ar vestrez a oa ret.

En tiegezhioù pinvidik ma oa kalz mitizhien e veze ur hierarkiezh, ha rannet al labour etre ar plac'h a gambr, plac'h ar gegin, hag ar mitizhien yaouank dindane.

Ar merc'hed yaouank a vze preizhoù aes alies d'ar vourc'hizien, yaouank pe gozh, evel ma tiskouez Guy de Maupassant e meur a gontadenn, e Rosalie Prudent da skouer.

Er XXIvet kantved kemmañ

En Europa a hiziv e teu ar mitizhien eus ar broioù paourañ. E Pariz eo echu mare ar mitizhien o tont eus maezioù don Breizh pe Spagn: kavet e vezont er Filipinez. En Italia e teuont alies eus Roumania.

El lennegezh kemmañ

Liverezh kemmañ

Meur a vatezh zo bet poltredet gant al livour gall Jean-Siméon Chardin.

Gerioù deveret kemmañ

  • Ar matezhoù-karr a oa barrennoù-koad lakaet dindan brec'hioù ar c'harr.
  • Ur vatezh-vrec'h zo ur seurt skerb da zerc'hel ur vrec'h gloazet.


Livadurioù Jean-Siméon Chardin kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.