Mauricio Macri ganet d'an 8 a viz C'hwevrer 1959, a zo ur politikour eus Arc'hantina. Enaouer ar strollad Compromiso para el Cambio berraet e CPC (Emglev evit c'hemm e brezhoneg) ez eo, ur strollad hag a zo abaoe 2005 ezel eus ar c'hengevredad Propuesta Republicana (PRO). Lakaet e vez da dalvezout ez eo ar c'hengevredad unan eus an tu dehoù kreiz.

Mauricio Macri
Mauricio Macri
Mauricio Macri
Deiziad ganedigezh 8 a viz C'hwevrer 1959 (56 vloaz)
Lec'h ganedigezh Tandil Buenos Aires Arc'hantina
Bro Arc'hantina
Micherioù Ijinour

Politikour

Sinadur
Kostezenn Emglev evit c'hemm

Propuesta Republicana

Prezidanted Arc'hantina

Dilennet eo bet da brezidant Arc'hantina d'an 22 a viz Du 2015 gant 51,3 % eus ar mouezhioù; D'an 10 a viz Kerzu 2015 e gemero plas Cristina Fernández de Kirchner, ha ne c'helle ket kemer perzh en dilennadeg.