Mellad 175 kod kastizel Alamagn (alamaneg: Paragraph 175 des deutschen Strafgesetzbuchs pe §175 StGB-Deutschland) a voe bet krouet evit ar wezh kentañ d'ar 15 a viz Mezheven 1871 ha skarzhet d'an 11 a viz Mezheven 1994.

Tresadenn bet embannet e Die Freundschaft (Niv. 3) e 1951 o klemm diwar-benn an niver a dud emlazhet abalamour d'ar Mellad 175

Hervez ar mellad-se e veze kastizet evel torfed an darempredoù reizhel etre tud eus an henvelep rev ha lakaet e veze er memes sac'h an heñvelrevelezh gant ar zoofiliezh betek 1935.

En holl e voe bet bac'het ha kastizet hervez termenoù ar mellad-se en-dro da 140,000 a dud a-hed ar wezh. Adalek 1935 e voe bet lakaet e pleustr ar Mellad 175 en un doare mantrus-kenañ gant an Nazied, hiraet e voe padelezh ar c'hastiz eus 6 miz betek 5 bloaz en toull, ledanaet e voe an oberioù lakaet da dorfed ha krouet e oa bet ur c'hastiz ispisial evit "torfedoù dreistordinal" ma c'helle bezañ kaset an dud da gampoù-labour e-pad dek vloaz.

Niver a dud tamallet hervez Mellad 175 etre 1933 ha 1941
Bloaz > 18 vloaz < 18 vloaz
1933 853 104
1934 948 121
1935 2106 257
1936 5320 481
1937 8271 973
1938 8562 974
1939 8274 689
1940 3773 427
1941 3739 687
Niver a dud tamallet hervez Mellad 175 etre 1950 ha 1987
Bloaz Niver Bloaz Niver
1950 1920 1969 894
1951 2167 1970 340
1952 2476 1971 272
1953 2388 1972 362
1954 2564 1973 373
1955 2612 1974 235
1956 2774 1975 160
1957 3124 1976 200
1958 3182 1977 191
1959 3530 1978 177
1960 3134 1979 148
1961 3005 1980 164
1962 3098 1981 147
1963 2803 1982 163
1964 2907 1983 178
1965 2538 1984 153
1966 2261 1985 123
1967 1783 1986 118
1968 1727 1987 117

Goude ar brezel ne veze ket lakaet da dorfed ken e Republik Demokratel Alamagn an darempredoù reizhel etre tud deuet eus an hevelep rev adalaek 1968 ha skarzhet e oa bet ar Mellad 175 da vat e 1988.

E Republik Kevreadel Alamagn avat ne oa ket bet skarzhet ar Mellad da vat betek 1994 da geñver adunvanidigezh an div Alamagn.

Gwelet ivez kemmañ

Loskaberzh an Nazied kemmañ

Tud kemmañ

  Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.