Memento Mori (film)

Memento Mori (koreaneg: 여고괴담 두번째 이야기 ; romanekadur adwelet : Yeogogoedam dubeonchae iyagi) anvet ivez Whispering Corridors 2: Memento Mori) zo ur film spont sukorean eus 1999. An eil film eo eus an heuliad filmoù Whispering Corridors. En e raok e voe Whispering Corridors, embannet e 1998, hag ur wech c'hoazh eo ur film a c'hoarvez en ur skol merc'hed nemetken ; n'eus liamm all ebet etre an daou film.
Memento Mori a oa bet unan eus ar filmoù kenwerzhel kentañ enno tudennoù lesbian. Dre-se e oa bet sac'het ar film rak ar gevredigezh sukorean n'eo ket tomm ouzh kement-se ; ouzhpenn, evit ar grennarded e oa bet savet ar film.

Memento Mori
Titl 여고괴담 두번째 이야기
Yeogogoedam dubeonchae iyagi
Deiziad 24 Kerzu 1999
Bro Republik Korea Republik Korea
Yezh Koreaneg
Padelezh 98 mn

Sevenerien Kim Tae-yong
Min Kyu-dong
Produer Lee Chun-yeon
Senariourien Kim Tae-yong
Min Kyu-dong
Sonerezh Jo Seong-woo

Komedianeta Lee Young-jin
Park Ye-jin
Kim Min-sun
Gong Hyo-jin

Istor kemmañ

Yoo Shi-eun (Lee Young-jin) ha Min Hyo-shin (Park Ye-jin) zo div liseadez lesbian hag a vev e koublad ; dre ma n'eo ket gwelet mat gant ar gevredigezh e vezont lakaet a-gostez gant ar merc'hed all el lise.

Aktourien kemmañ

Notenn : hervez giz Azia e teu anv an tiegezh dirak an anv-bihan : « Baek Jong-hak ».

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Kim Gyu-ri he anv gwir.