Ar Menez Suribachi (japaneg : 摺鉢山, Suribachiyama) zo ur menez 169 metrad uhelder zo e gevred enezenn Iwo Jima (graet e vez Iō-tō anezhi hiziv an deiz) e Gwalarn ar Meurvor Habask. Ul lodenn eus isprefediezh Ogasawara eo, Tokyo, Japan.

Menez Suribachi war enezenn Iwo Jima
Soudarded Marines e-pad Emgann Iwo Jima. Stanket war an aod dindan tennoù lies ar japaniz o tont eus ar Menez Suribachi er foñs.

Brudet e voe an enezenn abalamour da Emgann Iwo Jima (19 a viz C'hwevrer - 26 a viz Meurzh 1945) ma stourmas krog-ha-krog korf an US Marines gant Lu Impalaeriezh Japan. Eno e voe tennet ar poltred hollvrudet Raising the Flag on Iwo Jima