Merienaer godellek


En arvar (EN)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Dasyuromorphia
Kerentiad : Myrmecobiidae
Genad : Myrmecobius
Anv skiantel
Myrmecobius fasciatus
Waterhouse, 1836
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar merienaer godellek, pe numbat, (Myrmecobius fasciatus) a zo ur godelleg amprevanetaer hag a vev e kornôg Aostralia.

Doareoù pennañ kemmañ

En em vagañ a ra diwar merien-gwenn ha, raloc'h, diwar merien. Faoutañ a ra ar grugell gant skilfoù e bavioù a-raok ha sunañ an amprevaned gant e deod 10 cm.

Bevañ a ra en e-unan hag argas a ra ar merienaerien all diouzh e diriad.

52 zant bihan-bihan zo en e c'henoù. War-dro 25 cm eo hirder e gorf ha 20 cm hini e lost. E bouez zo etre 300 ha 700 g.

Ar re vihan a chom stag ouzh bronnoù ar vamm e-pad 4 miz.

Rummatadur kemmañ

Ar spesad nemetañ eo er c'herentiad Myrmecobiidae.