Messerschmitt Me 262

Ar Messerschmitt Me 262 Schwalbe / Sturmvogel[1], berraet en Me 262 zo u nijerez-vrezel eus an Trede Reich ; ar c'hentañ karr-nij dre zazloc'h oberiat eo bet.
A-raok an Eil Brezel-bed e oa bet boulc'het al labour war korf ar c'harr-nij. Kudennoù gant ar c'heflusker ha gant an uhelder nij a lakaas ar c'harr-nij da chom er-maez eus ar servij en aerlu Luftwaffe betek kreiz ar bloavezh 1944.

Messerschmitt Me 262
Messerschmitt Me 262 Schwalbe
Me-262A Walter Nowotny (1944)

Farder Messerschmitt
Trede Reich Trede Reich
Ergrafer Dr Waldemar Voigt
Robert Lusser

Skipailh 1 (Me 262A-1)
2 (Me 262B-2)
Kefridioù Chaseer
Chaseer-noz
Bombezer krenn
Implijer kentañ Luftwaffe
Nijadenn gentañ 08/04/1944
Servijadur 1944
Diservijadur 1945 (Luftwaffe]]
1957 (Tchekoslovakia)
Skouerennoù 1 430
Kefluskeriñ
Keflusker Junkers Jumo 004 B
Niver 2
Doare Troelldazloc'her
Bountad 8,8 kN
Tresoù (kentel Me 262 Schwalbe)
Tres ur Messerschmitt Me 262 Schwalbe
Hed-eskell 12,51 m
Gorread-eskell 21,7 m²
Hirder 10,58 m
Uhelder 3,83 m
Tolz goullo 3 800 kg
Tolz armet 6 400 kg
Tolz brasañ 7 130 kg
Digonadoù
Tizh brasañ 878 km/e (Mach 0,71)
Usvevenn 11 450 m
Tizh pignat 1 200m/mn
Skin oberiantiz 1 050 km
Armadur
Diabarzh 4 c'hanol 30 mm (A-1)
2 ganol 30 mm (A-2)
Diavaez 24 rokedenn R4M 55 mm
2 vombezenn 250 kg (A-2)

An Me 262 a oa primoc'h, hag armet gwelloc'h, evit an holl girri-nij a oa gant ar Gevredidi, zoken evit ar c'harr-nij saoz flistradell Gloster Meteor. Gant un ermeg eus ar re vodernañ e servijas e-pad an Eil Brezel-bed. An Me 262 a oa bet implijet evit meur a rol : bombezer krenn, spier, chaseer, ha chaseer-noz dre radar.

Nijerien an Me 262 a gemer war o c'hont un hollad a 542 garr-nij kevredidi distrujet, hervez ar mammennoù e kaver ur sifr uheloc'h c'hoazh.
A-benn talañ ouzh ar c'hirri-nij marvus-se e tibabas ar Gevredidi o bombezañ pa oant pradet pe o zagañ pa oant o pradañ p o tibradañ.

Kudennoù keflusker a veze dizehan dre vodernelezh an droelldazloc'her Junkers Jumo 004, an hini gentañ lakaet da vezañ savet a-druilh. Bombezadegoù nerzhioù ar Gevredidi war ar mirlec'hioù dour-tan a skañvaas ivez pouez an Me 262 er stourm. E fin ar brezel, ar c'harr-nij en doa bet ur pouez dister a-fed sikour an Trede Reich da c'hounez ar brezel : implijet fall, lakaet e servij re ziwezhat, hag an niver bihan nivez anezho o nijal o deveze kudennoù motor.
Muioc'h a spont eget a drec'h a voe degaset gant an arm nevez-se e gwirionez.

Notennoù kemmañ

  1. Schwalbe : "gwennili" ; Sturmvogel : "satanig" ; kement ha "mestr-gov" e talvez Messerschmitt.



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.