Metal sinfonek
Anv all Opera metal
Mammennoù an doare Heavy metal - sonerezh klasel - metal nevez-klasel - power metal
Mammennoù sevenadurel deroù ar bloavezhioù 90 e skandinavia hag an Izelvroioù
Doareoù kendeuz
death metal sinfonek - metal gotek sinfonek - power metal sinfonek


Symphonic metal zo un doare eus ar sonerezh metal. Implijet e vez da daolenniñ strolladoù metal a laka elfennoù sinfonek pe orkestrel en o sonerezh. An doare-se a genaoza tosoù ha gitar pounner gant elfennoù liessort eus ar sonerezh klasel, oc'h implijiñ benvegoù sinfonek, kanadegoù pe un orkestr a-bezh a-wezhioù, pe un orkestradur dre glavier.

Kanerien varrek gant ur vouezh galloudus a vez kavet e strolladoù metal sinfonek ha mard eo kreñv ar c'han e c'hall bezañ anvet opera metal a-wezhioù. Marteze, ar strolladoù pouezusañ hag e-touesk ar re gentañ eo ar strollad svedat Therion, an hini finat Nightwish, an italian Rhapsody of Fire hag ar re izelvroat Within Temptation hag Epica. Plijout a ra d'ar pemp strollad-se kemer elfennoù eus sonerezh filmoù ouzhpenn ar perzhioù klasel a vez kavet.

Perzhioù sonerezhel kemmañ

An isrummadoù metal a ra gant teknikoù sinfonek an aliesañ eo ar metal gotek, power metal, black metal, death metal ha tad an doareoù-se: an heavy metal. Evel ma vez gwelet gant kalz strolladoù metal, e vez kavet ganto elfennoù a za eus meur a isrummad metal.

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ