Michael Joseph, lesanvet Myghal Josep an Gof e kerneveg ha Michael Joseph An Gof e saozneg, marvet d'ar 27 a viz Mezheven 1497, a oa gant Thomas Flamank e penn Emsavadeg Kernev-Veur e 1497.

Plakenn kernevek ha saoznek e koun Michael An Gof ha Thomas Flamank, e Londrez.

Ur blakenn-goun a voe savet en tu Norzh eus Nlackheath Common, e Gevred Londrez, e-kichen antre Su Greenwich Park. Setu amañ skrid ar blakenn :

E koun
Myghal Josep An Gof ha Thoma Flamank
Pennoù ar Gerneveuriz a gerzhas betek Londrez. Trec'het e voent amañ ha gouzañv a rejont bezañ lakaet d'ar marv e Tyburn d'ar 27 a viz Mezheven 1497.
"Peurbadel e vo o anv ha divarvus e vo o bri."
Savet gant Kevredigezh Kerneveuriz Londrez ha Gorsedd Kernev-Veur d'an 21 a viz Mezheven 1997
Profet gant Delabole Slate