Michel Der Zakarian

Michel Der Zakarian a zo ganet d'an 18 a viz C'hwevrer 1963 e Erevan (Armenia). Ur c'hoarier mell-droad gall hag armenian eo. Difenner eo bety e-pad tout e red-micher ha c'hoariet en deus evit skipailh Armenia. Gourdoner eo hiziv an deiz.

Abaoe miz Here 2006 e oa eilgourdoner Georges Eo e-penn skipailh kentañ an FK Naoned. Erlec'hiet en deus Georges Eo d'an 12 a viz C'hwevrer 2007, gant Japhet N'Doram hag a oa e-karg eus an tuta. Dibabet gant Rudi Roussillon, chom a raio Michel Der Zakarian en istor ar c'hlub: eñ eo en deus gourdonet ar skipailh diskennet e Ligue 2 e fin ar bloavezh 2006-07.

Tennad c'hoarier kemmañ

Roll loreidi kemmañ

  • 370 krogad e Ligue 1 (16 pal)
  • Bet 8 gwech dibabet e skipailh kentañ Armenia
  • Trec'hour Kib Bro-C'hall e 1990 (gant Montpellier)
  • Gourfennad kib Bro-C'hall e 1994 (gant Montpellier)
  • Bet dibabet ar wech kentañ e skipailh Armenia : Armenia - Portugal (0-0) e Erevan, d'an 31 a viz Eost 1996.

Tennad gourdoner kemmañ