Michelotto Corella (Michelotto Coreglia pe Michele di Corella) a oa ur c'h-Condottiero spagnol ganet e Valencia (Spagn), en eil hanter ar XVvet kantved ha drouklazhet e Milano (Lombardia) e miz Genver 1508. Brezeliñ a eure en Italia gant Cesare Borgia.

E vuhez kemmañ

Anaoudegezh a reas gant Cesare Borgia pa oa oc'h ober e studi e kêr Pisa. Mont a reas da heul Cesare, sentiñ outañ, hag evel ma oa un den kriz eo eñ an hini a rae al lazhañ. N'oar ket evit kontañ na pet den a vuntras. War urzh e vestr e krougas gant ur gordenn biolin (Corda Pisana a veze graet anezhi) Vitellozzo Vitelli hag Oliverotto da Fermo, e Senigallia d'an 31 a viz Kerzu 1502.

Tapet e voe e 1503, ha bac'het e Firenze da gentañ, hag e Roma goude, ma voe aterset ha jahinet. Daoust da se e nac'has diskuliañ sekredoù an Tiegezh Borgia. E 1505 e voe lezet da vont, ha dre hanterouriezh Machiavelli e voe gopraet gant kêr Firenze evel bargello. Daou vloaz e chomas eno, betek 1507. E 1508 e voe lazhet e Milano gant Spagnoled all, met n'ouzer ket war urzh piv.

Levrlennadur kemmañ

  • Eñvorennoù Michelotto Corella a voe embannet e 1507 e Firenze.
  • Jean Canolle, Moi et les Borgia, mémoires horrifiques et burlesques de Michelotto Corella, tueur attitré de César Borgia, Robert Laffont, Paris, 1978

Liammoù diavaez kemmañ