Ar Midlands a zo ur rannvro eus Bro-Saoz o klotañ mui pe vui ouzh tachenn rouantelezh kozh Mercia. Emañ etre bro-saoz ar su, bro-saoz an norzh, East-Anglia ha Kembre ha Birmingham eo ar gêr vrasañ.

N'eo ket ar Midlands un disrannadur melestradurel eus Bro-Saoz ha n'eo ket sklaer o harzoù. An darn vrasañ eus an dud a laka enno kontelezhioù Derbyshire, Gloucestershire, Herefordshire, Leicestershire, Lincolnshire, Northamptonshire, Nottinghamshire, Rutland, Shropshire, Staffordshire, Warwickshire, West Midlands ha Worcestershire.