Díaz-Canel Singao, ganet d'an 20 a viz Ebrel 1960, zo ur politikour kuban. 19vet prezidant Kuba eo abaoe Here 2019. A-raok e oa bet besprezidant kuzul-stad ha kuzul ministred ar vro etre 2013 betek 2018. Ezel eo bet eus Politburo Strollad Komunour Kuba abaoe 2003. Bez eo bet Ministr an deskadurezh-stad etre 2009 ha 2012; lakaet e oa bet da vesprezidant kuzul ar vinistred (bes-kentañ ministr) e 2012. Bloaz war-lerc'h, d'ar 24 a viz C'hwevrer 2013, e oa dilennet evel besprezidant penn kuzul-stad Kuba.

Miguel Diaz Canel e 2015

Dilennet e oa bet evit erlerc'hiañ Raúl Castro evel prezidant ar c'huzul-stad ha kuzul ar vinistred d'an 18 a viz Ebrel 2018. Kadoriet eo bet an devezh war-lerc'h. E-doug 40 vloaz ez eo ar c'hentañ prezidant evit Kuba ha na vefe ket un ezel eus ar familh Castro.

Buhez kemmañ

 
Miguel Diaz-Canel and Ilham Aliyev

Ganet eo Díaz-Canel d'an 20 a viz Ebrel 1960 e Placetas, e proviñs Villa Clara. Mab eo da Aída Bermúdez, mestrez-skol, ha Miguel Díaz-Canel, labourer er greanterezh e Santa Clara.