Mile 22 zo ur film spiañ stadunanat embannet e 2018 ha sevenet gant Peter Berg hag an istor gant Lea Carpenter. Diazezet eo bet ar senario war un istor gant Carpenter ha Graham Roland. Aktourien ar film eo Mark Wahlberg, John Malkovich, Lauren Cohan, Iko Uwais, ha Ronda Rousey. Heuliañ a reer ur skipailh stourm eus ar CIA savet gant ofiserien adsoudarded eus nerzhioù tirlu ar Special Activities Division. Karget eo ar skipailh stourm da ambrougañ un den hollbouezus war-hed 22 mil (35 kilometr) betek ul lec'h eztennañ met en ur vezañ chaseet gant ar gouarnamant. Ar pevare gwech eo e vez Berg ha Wahlberg o kenlabourat, goude Lone Survivor, Deepwater Horizon, ha Patriots Day.

Ar film a zo bet embannet e Stadoù-Unanet Amerika d'ar 17 a viz Eost 2018. Rastellet ez eus bet gantañ 66 milion a zolaroù dre ar bed. Dre vras eo bet degemeret fall a-fed buruteladennoù, o deus lavaret e oa "confusing and a chaotic mess", ouzhpenn bezañ burutellet fall a-fed al lodennoù fiñvus. Roll Uwais a zo bet degemeret mat.

Liammoù diavaez kemmañ