Mina Loy, bet ganet Mina Gertrude Lowy (27 a viz Kerzu 1882 e Londrez25 a viz Gwengolo 1966 en Aspen) a oa un arzourez, barzhez, skrivagnerez, dazontouriez, aktorez ha skrivagnerez pezhioù-c'hoari saoz goudemodern. Priziet e voe he barzhonegoù gant T. S. Eliot, Ezra Pound, William Carlos Williams, Basil Bunting, Gertrude Stein, Francis Picabia hag ivez Yvor Winters.

Mina Loy e 1917

Penn-kentañ he buhez kemmañ

Mina Loy a voe ganet e Londrez. Saoz e oa he mamm, Julia Bryan, ha hungarat e oa he zad, Sigmund Löwry. Goude bezañ bet skoliatatet e Londrez ez eas kuit Loy da vMünchen d'he 17 vloaz. Eno e studias al livouriezh e-pad daou vloaz. Goude-se e tistroas da Londrez ma kendalc'has da studiañ al livañ. E-touez he c'helennerien e oa Augustus John. E-pad ma studie e lennas oberennoù Nietzsche, Bergson ha re Freud. Mont a reas da Bariz gant Stephen Haweis hag asambles e studijont en Akademiezh Colarossi. Dimeziñ a rejont e 1903. Loy a implijas hec'h anv nevez evit ar wech kentañ e 1904, pa ziskouezas c'hwech dourlivadur da-geñver ar Salon d'Automne e Pariz. E 1904 ivez e c'hanas o bugel kentañ, Oda e anv, a varvas bloaz goude.

Loy a zarempredas ar gumuniezeh arzourien a oa tro-dro da Gertrude ha Leo Stein, ma kejas gant kalz arzouien rakward evel Guillaume Apollinaire, Pablo Picasso hag Henri Rousseau. E-pad an tri bloavezh a gasas e Pariz e krogas ivez gant un darempred mignoniezh gant Gertrude Stein ha Djuna Barnes hag a badas o buhez-pad.

E 1907 ez eas Loy ha Haweis da Firenze, ma kasjont o buhez pep hini diouzh e du. Daou vugel a voe ganet memestra : Joella e 1907 ha Giles e 1909. D'ar mare-se e kemeras perzh Loy el luskad dazontour hag e voe karedig Filippo Marinetti. En Italia e kejas ivez ouzh divroidi eus Manhattan evel ar c'hazetenner komunour John Reed hag ar skrivagner ha buruteller Carl Van Vechten. E penn-kentañ ar Brezel-bed kentañ e labouras en un ospital-arme.

Barzhonegoù ha labour kemmañ

Barzhonegoù Loy a voe embannet e kelaouennoù evel Rogue, ha merzet e voe gant arzourien rakward New York. Goude bezañ tapet un tamm brud e lakaas embann ehc'h oberennoù e kelaouennoù brudetoc'h. E 1914 e voe embannet "Aphorisms on Futurism" e-barzh Camera Work. "Parturition" a voe embannet e-barzh Trend.

E miz Gouere 1915 e stagas Loy gant skrivañ "Songs to Joannes" [1]"(titl orin "Love songs"). Un dastumad barzhonegoù rakward diwar-benn he dipit da-heul an darempred he doa bet gant an dazontour Giovanni Papini e Firenze. Lennerien gentañ "Songs to Joannes" a voe skoet gant an doare splann ma komze Loy eus ar c'hoant orgedus hag eus mont en-dro ar c'horfoù. Ouzhpenn da se e felle da Loy lakaat war wel beli ar bared war ar gevredigezh, hag ar poanioù a c'houzañve ar merc'hed da-heul. Sevel a rae ivez a-enep dreistelezh kelennadur ar bared e bed an arzoù.

Loy hag Arthur Cravan kemmañ

 
Consider Your Grandmother's Stays, tresadenn savet gant Mina Loy e 1916

Dipitet e oa Loy gant an tourc'heta a oa e-touez izili an dazontouriezh hag ar fed e tostaent ouzh ar faskouriezh. Aet e oa skuizh ivez gant Stephen Haweis, ha fellout a rae dezhi dispartiañ. Reiñ a reas he bugel d'ur vagerez hag ez eas da New York e 1916. Eno e krogas da c'hoari pezh gant The Provincetown Players. Ur perzh a-bouez he doe ivez er strollad arzourien savet tro-dro d'ar gelaouenn Others, ma oa ivez Man Ray, William Carlos Williams, Marcel Duchamp ha Marianne Moore. Er memes koulz e teuas da vezañ ezel eus ar Gristeniezh skiantel. Kejañ a reas ivez ouzh Arthur Cravan, hag a oa tec'het eus Europa evit chom hep kemer perzh er brezel. Mont a reas Cravan betek Mec'hiko, ma teuas Loy ivez pa voe peurrenket he disparti. Dimeziñ a rejont e Kêr-Vec'hiko hag eno e kasjont ur vuhez paour. Pa voe gouezet e oa dougerez Loy e tivizjont kuitaat Mec'hiko. Un nebeud mizioù goude e lestras Cravan da vont betek Buenos Aires war vourzh ul lestr-bale bihan. Ne dizhas biskoazh Arc'hantina. O merc'h a voe ganet d'ar 5 a viz Ebrel 1919.

Distro da Europa ha New York kemmañ

Loy a zistroas da Firenze hag ec'h adkavas he bugel kentañ. Divizout a reas distreiñ da New York e 1920 peogwir e felle dezhi adkavout Cravan.Adstagañ a reas neuze gant ar skrivañ hag ar c'hoariva. Mignonez e voe da Erza Pound, Tristan Tzara ha Jane Heap. E 1923 e tistroas da bPariz ma voe sikouret gant Peggy Guggenheim ha ma krouas ur stal dizagniñ ha sevel togoù-kleuzeur hag oberennoù arzel diazezet war paper troc'het ha bleuñvioù livet. He levr kentañ, Lunar Baedecker e ditl a voe embannet er memes bloavezh.

Dibenn he buhez kemmañ

E 1936 e tistroas Loy da New York ma vevas gant he merc'h hag he mignonez e Manhattan. Dilojañ a reas da vBowery, ma voe dedennet gant ar glaskerien-bara : sevel a reas barzhonegoù ha pegadurioù diwar o fenn. Broadet e voe amerikanez e 1946. Hec'h eil levr, Lunar Baedeker & Time Tables e ditl, a voe embannet e 1958. Hec'h oberennoù a voe diskouezet e New York e 1951 hag er Bodley Gallery e 1959. E 1953 e tilojas da Aspen, Colorado. Eno edo he div verc'h Joella ha Fabienne o chom c'hoazh. Dimezet e oa Joella gant an arzour ha lizherennour Herbert Bayer. Kenderc'hel a reas da skrivañ ha da sevel pegadurioù betek he marv da 83 bloaz. He romant Insel a voe embannet goude he marv.

Notennoù kemmañ


Daveoù kemmañ

  • Burke, Carolyn. Becoming Modern: The Life of Mina Loy. New York: Farrar, Straus and Giroux, 1996
  • Kouidis, Virginia. Mina Loy: American Modernist Poet. Baton Rouge: Louisiana State UP, 1980
  • Kuenzli, Rudolf. Dada (Themes and Movements). Phaidon Press, 2006
  • Loy, Mina. The Lost Lunar Baedeker. Selected and ed. Roger Conover. 1996
  • –––, and Julien Levy. Constructions, April 14-25, 1959. New York: Bodley Gallery, 1959. OCLC 11251843
  • Shreiber, Maeera, and Keith Tuma, eds. Mina Loy: Woman and Poet. National Poetry Foundation, 1998
  • Parisi, Joseph. 100 Essential Modern Poems by Women (The greatest poems written in English by women over the past 150 years, memorable masterpieces to read, reread, and enjoy). Chicago: Ivan R. Dee, 2008

Liammoù diavaez kemmañ