Minihi Levenez (peurunvan : Minic'hi Levenez) a zo ur gevredigezh (hervez lezenn 1901) krouet e 1984 evit strollañ ar vrezhonegerien gristen pe ar gristenien troet gant ar brezhoneg, ha kas war-raok ar sevenadur relijiel breizhat en eskopti Kemper ha Leon.
Un ti-embann eo ivez (ti embann Minihi Levenez) E Trelevenez eo diazezet ar gevredigezh ha Job An Irien eo ar prezidant.

Obererezh kemmañ

Meur a oberiantiz he deus ar gevredigezh evit ar relijion gristen.

hag henoniezh ar savadurioù relijiel ("ar c'hroazioù hag ar c'halvarioù"...).

  • Kinniget e vez prezegennoù a-hed ar bloaz e Penn-ar-Bed.
  • Aozet e vez pirc'hirindedoù: da Iwerzhon, Bro Skos, Kernev-Veur... evit heuliañ hent ar Sent deuet da Vreizh da c'houde.
    • Pirc'hirindedoù en Douar-Santel a zo bet aozet ivez.
  • Aozet e vez kentelioù noz evit deskiñ brezhoneg, ha stajoù kantikoù relijiel e brezhoneg a vez ivez.
  • Embannet e vez CDoù ha levrioù kan .
  • Degemeret e vez liseidi ha skolajidi e-kerzh un dibenn-sizhun evit ur retred bihan.

Oferennoù brezhonek kemmañ

  • Bep sadorn da 7e (ur pred a vez goude an oferenn bep eil sadorn ar miz) e Trelevenez.
  • Bep merc'her da 6e45 e Landerne.
  • Bep sul ar mizioù ampar da 9e45 er Folgoad.

Liammoù diavaez kemmañ

  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.