Ar Misterioù Poanius a vez misterioù an Aviel a denn da basion ha marv Jezuz Krist. Heuliañ a reont ar Misterioù Joaius, ar Misterioù Goulaouus hag ez int heuliet gant ar Misterioù Glorius. Bez ez eus pemp mister poanius : Angoni ar C'hrist, Skourjezataerezh ar C'hrist, ar C'hurunidigezh gant ar spern, Dougidigezh ar Groaz, Kroazstagadur ha Marv ar C'hrist. Abaoe entitladur ar Misterioù Goualaouus gant Yann-Baol II e tibuner hag e prederier ar misterioù poanius da Veurzh ha da Wener.

Anvet e vez ar misterioù-se e latin hervez Compendium Katekiz an Iliz Katolik : Mysteria dolorosa.

Angoni ar C'hrist e Getsemane kemmañ

 

Angoni ar C'hrist e liorzh Getsemane, d'an nozvezh etre Yaou Gamblit ha Gwener-ar-Groaz. (Gw. Lk 22,39-44 - Agonia in Hortu)

Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor ho Angoni, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras da vout glac'haret gant hon pec'hedoù.

Neuze Jezuz a zeuas ganto en ul lec'h galvet Getsemane, hag e lavaras d'e ziskibien: "Azezit amañ e-pad ma 'z in da bediñ ahont." Kemer a reas gantañ Pêr ha daou vab Zebedea, hag e voe leuniet a dristidigezh hag a anken. Neuze e lavaras dezho : "Trist eo va ene betek ar marv; chomit amañ ha beilhit ganin." O vont un tamm a-raokoc'h, en em daolas war e c'henou d'an douar, hag e pedas o lavarout : "Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin, mar gell-se bezañ ! Koulskoude neket evel ma fell din, met evel ma fell dit."

Mazhev 26,36-39


Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, leun a boan hag a anken. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.

Ar skourjezataerezh kemmañ

 

Ar skourjezataerezh eus ar C'hrist gant soudarded roman (Gw. Ynn 19,1 - Flagellatio).

Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor ho Skourjezataerezh, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras da gastizañ hon c'hig.

Pilat eta a gemeras Jezuz, hag a lakaas anezhañ da vezañ skourjezet. Ar soudarded, o vezañ gweet ur gurunenn spern, a lakaas anezhi war e benn, hag a wiskas anezhañ gant ur vantell vouk. Hag e lavarent dezhañ : "Roue ar Yuzevien, ni a salud ac'hanout"; hag e roent jodadoù dezhañ.

Yann 19,1-3


Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, jahinet kriz. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.

Kurunidigezh gant ar spern kemmañ

 

Ar gurunidigezh gant ar spern graet d'ar C'hrist gant ar Romaned (Gw. Ynn 19,2-3 - Coronatio Spinis).

Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor ho Kurunidigezh gant ar spern, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras da garout ar mezhekadur.

Neuze soudarded ar gouarnour a zegasas Jezuz er pretordi, hag e tastumjont en-dro dezhañ an holl strollad. O vezañ e ziwisket, e lakajont warnañ ur vantell ruz-skarlek. O vezañ gweet ur gurunenn spern, e lakajont anezhi war e benn, gant ur gorzenn en e zorn dehou, hag o plegañ o glin dirazañ, e raent goap anezhañ, o lavarout : "Me a salud ac'hanout, roue ar Yuzevien."

Mazhev 27, 27-29


Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, mezhekaet ha bec'hiet a zismegoù. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.

Dougidigezh ar Groaz kemmañ

 

Dougidigezh ar Groaz Wir gant ar C'hrist e-pad e Basion (Gw. Ynn 19,16-18 - Baiulatio Crucis).

Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor Dougidigezh ar Groaz, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras da vout pasiant en trubuilhoù.

Un den eus Siren, anvet Simon, tad da Aleksandr ha da Rufuz, a dremene dre eno, o tont eus ar parkeier; ober a rejont dezhañ dougen kroaz Jezuz. Hag e kasjont Jezuz d'ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo lec'h ar c'hlopenn.

Mark 15, 21-22


Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, flastret gant hon pec'hedoù. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.

Ar c'hroazstagadur hag ar marv war ar Groaz kemmañ

 

Kroazstagadur ha marv Jezuz war ar Groaz war Menez Golgota (Gw. Ynn 19,28-30 - Crucifixio et mors).

Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor ar C'hroazstagadur, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras da c'houzout pardoniñ d'ar re o deus manket.

Hag e kased ivez daou dorfedour, evit o lakaat da vervel gantañ. Pa voent deuet el lec'h anvet Klopenn, e stagjont anezhañ ouzh ar groaz eno, hag an dorfedourien ivez, unan a-zehou hag egile a-gleiz. Bez' e oa war-dro ar c'hwec'hvet eur, hag e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur. An heol a deñvalaas, ha gouel an templ a rogas dre e greiz. Ha Jezuz en ur grial a vouezh uhel, a lavaras : "Va Zad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn !" O vezañ lavaret kement-se, e varvas.

Lk 23, 32-33, 44-46


Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, hon salv dre e varv war ar Groaz. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.

Skeudennoù arall kemmañ