Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Mitsumasa Yonai(米内光政) (bet ganet d'an 2 a viz Meurzh 1880 ha marvet d'an 20 a viz Ebrel 1948) oa un amiral eus morlu impalaerel Bro-Japan ha politikour. 37vet kentañ ministr Japan eo bet adalek ar 16 a viz Genver betek an 22 a viz Gouere 1940.

Yonai kentañ ministr

Yaouankiz ha buhez er morlu kemmañ

Yonai a zo bet ganet e ker Morioka, en ur familh e lec'h ma oa gwechall samuraied uhel o ren war domanioù Morioka. Mont a reas e akademiezh ar morlu impalaerel e 1901, ha uhelaet eo bet e renk da zanvez ofisour e Genver 1903. Kemer a reas perzh d'ar brezel etre Japan ha Rusia etre 1904 ha 1905, m'eo bet uhelaet e renk da letanant e miz Gouere 1904.

Goude-se, uhelaet eo bet c'hoazh e miz Kerzu 1912, tremen a reas dre skol brezel ar morlu ha uhelaet c'hoazh, da renk renabler milourel a-benn bezañ kaset e Rusia hag e Polonia e pad an eil brezel bed, etre 1915 ha 1917. Uhelaet eo bet e renk da gomandant, ha goude diskar an impalaeriezh rusian, eo bet adgalvet e Bro Japan a-benn bezañ lakaet e penn tachenn morlu Sasebo.

E 1918, e erruas e barzh strollad pennoù bras ar morlu japaneg hag uhelaet eo bet d'ar renk kabiten e 1920. Kabiten eus al lestr brezel Mutsu eus miz Du 1924 betek miz Kerzu 1925, e lec'h ma'z eo bet anvet e penn eil morlu Bro-Japan gant renk a eil-amiral. Estreget-se en eus kemeret perzh da guzul teknikel ar morlu.

E miz Kerzu 1928, anvet eo kentañ komandant eus ar rummad listri arsailh, ha kaset betek ar ster Yangtze e Sina. Goude e drec'h war ar Sinaiz eo bet uhelaet d'ar renk iz-amiral e miz Kerzu 1930 ha kaset e penn morlu Chinkai e Korea.

Lakaet eo bet e penn trede morlu Bro-Japan e miz Kerzu 1932, goude tachenn morlu Sasebo (Du 1933), eil morlu Bro-Japan (Du 1934), tachenn morlu Yokosuka (Kerzu 1935), e penn ar morlu koublet ha kentañ morlu Bro-Japan e miz Kerzu 1936. Pa oa e penn ar strolladoù listri-mañ, ha goude gwallzarvoudoù an Tomozuru, eo bet lakaet war-well ar fed ma bigi morlu Bro-Japan a grogen da vezañ kozh ha ret e oa adneveziñ anezho. Lakaet eo bet e plas ur c'huzul a-benn ober al labour-se ha cheñchamantoù zo bet graet war stumm re simpl al listri brezel.

Ministr ar merdeerezh kemmañ

Yonai a zo deuet da vezañ amiral e miz Ebrel 1937 ministr ar merdeerezh dindan rennad ar c'hentañ ministr Hayashi Senjuro e pad ar memes bloaz. Ha kenderc'hel a reas da laburat er c'harg-mañ dindan ar ministred all evel Konoye Fumimaro ha Hiranuma Kiichiro betek miz Eost 1939. Goude, pa Abe Nobuyuki a erruas kentañ ministr, Yonai a zo bet kaset d'ar c'huzul-brezel uhel. Pa oa ministr, e oa brudet evit e brezegennoù savet ha skrivet ar berrañ posupl en e bouez-mouezh eus Nambu.

Yonai oa ankeniet pa wele an darempredoù etre ar Rouantelezh-Unanet, ar Stadoù-Unanet ha Bro-Japan o vont war gwasaat. Ha dreist-holl pa 'z eo erruet er prantad ma dreistelezh arme Bro-Japan oa gwallgaset gant stad fall an traoù war dalbenn Bro-Sina. Yonai a glaskas kas da benn ur bolitikerezh eus ar peoc'h etre ar broioù, met se a digaso kalz a gudennoù dezhañ gant ar broadelourien strizh. Evel Isoroku Yamamoto, klasket eo bet meur a wech drouklazhañ anezhañ. Met e soñje e oa un dra a bouez evit Bro-Japan kaout ur vag kreñv kennañ evel ar Yamato (kreñvañ bag ar prantad istorel-mañ er bed a bez) a-benn kempouezañ an traoù war an dachenn milourel etrevroadel.

Kentañ ministr kemmañ

Yonai a zo bet anvet kentañ ministr Bro-Japan ar 6 a viz Genver 1940. Pa oa kentañ ministr, e strivas evit kreñvaat al liammoù etre ar Stadoù-Unanet, Rouantelezh-Unanet ha Bro Japan a-benn staliañ ur aergelc'h a beoc'h etre ar broioù-se, hag e enebas ouzh mennozh an emglev gant an Alamagn nazi ha Italia faskour. Met e rankas reiñ e zilez an 21 a viz Gouere 1940, dreist-holl abalamour ma 'z eo bet rediet gant ar broadelourien ha rannoù a stourment evit an emglev gant Alamagn. An emglev-se a vo sinet diwezhatoc'h ar 27 a viz Gwengolo 1940.

Labour politikel kemmañ

Yonai a labouras evel dilennad e burev ar c'hentañ ministr ha distroet eo d'e labour ministr eus ar merdeerezh dindan ar c'hentañ ministr Koiso Kuniaki adalek an 22 a viz Gouere 1944 betek ma Saipan a gouezhas dindan argadoù an arme amerikan. Goude-se e gendalc'has da labourat evit ar c'hentañ ministr Suzuki ha Shigenori Togo betek diskleriadurioù Potsdam. Adalek miz Eost 1945, e renas al labourioù distruj hollek eus morlu impalaerel Bro-Japan.

Abaoe pell, Yonai a c'houzañve kudennoù gant e gwazhiennoù-kas, met e varvas eus un danijenn-skevent e 1948 pa oa 68 bloaz. E bez zo en e rannvro c'henidik, Morioka. Roet eo bet dezhañ medalenn ar sarpant-nij (kentañ renk) aour hag anvet eo bet e barzh urzh ar sav-heol.

  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける