Anvet e vez modoù kevregañ modoù gwereañ ar stlennoù war ar skramm e-keñver an despizadur ha niver al livioù. Derc'hennañ a reont e-mod-se galloudegezh ur gartenn gevregañ d'ardeiñ munudoù ur skeudenn pe c'halloudegezh ur skramm d'o wereañ.

Ar modoù kevregañ kemmañ

  • MDA (Monochrome Display Adapter) : mod gwereañ an unvezioù gwereañ unliv eo, danzeet e 1981. Pourchaset e veze gant MDA ur gwereañ mod testenn 80 bann dre 25 rez. Nodoù ASCII e veze gwereet nemetken gant ar mod-se. Diamzeret bremañ.
  • CGA (Color Graphic Adapter) : deut e oa er-maez e 1981 evel MDA war en dro gant ar PC (Personnal Computer). Gant ar mod-se e veze tu gwereañ an nodoù e mod testenn arwellet gant pevar liv. Ur gwereañ e mod-kevregañ o reiñ an tu da wereañ ar pikseloù gant pevar liv gant un despizadur a 320 x 200 piksel a gevaraeze ar mod-se ouzhpenn.
  • EGA (Ehanced Graphic Adapter) : danzeet e derou ar bloavezh 1985 e roe an tu da wereañ 16 liv gant un despizadur a 640 x 350 piksel.
  • VGA (Video graphics Array) : danzeet e 1987. Kevaraezañ a ra ur gwereañ 720 x 400 piksel e mod testenn pe unan 640 x 480 piksel e mod kevregañ 16 liv e zespizadur. Moaien 'zo ivez gwereañ 256 liv gant un despizadur a 320 x 200 piksel (anvet ivet MCGA - Multi-Color Graphics Array). Ar mod gwereañ izek eo deut da vezañ evit ar PCoù.
  • XGA (eXtended Graphics Array) : danzeet e 1990 gant IBM, e veze pourchaset gant ar mod-se ur gwereañ 800 x 600 piksel gant 16 milion liv pe 1024 x 768 piksel gant 65536 liv.
  • SVGA (Super Video Graphics Array) : ur mod kevregañ eo hag a ro an tu da wereañ 256 liv gant despizadurioù a 640 x 200 piksel, 640 x 350 piksel pe 640 x 480 piksel. Moaien 'zo ivez gwereañ gant despizadurioù a 800 x 600 piksel pe 1024 x 768 piksel hogen o wereañ nebeutoc'h a livioù war an dro.
  • VESA (Video Electronic Standart Association) : da skoueriekaat ar modoù kevregañ, pezh a rae diouer, e voe ar genderc'herien pennañ oc'h en em vodañ da grouiñ ur c'henseurterezh : ar VESA.
  • SXGA (Super eXtended Graphics Array) : despizet gant ar c'henseurterezh VESA e ro an tu ar mod SXGA da wereañ gant un despizadur a 1280 x 1024 piksel ha 16 milion liv. E ratio a zo 5:4.
  • UXGA (Ultra eXtended Graphics Array) : despizadur a 1600 x 1200 gant 16 milion liv.
  • WXGA (Wide eXtended Graphics Array) : despizadur a 1280 x 800 gant 16 milion liv.
  • WSXGA (Wide Super eXtended Graphics Array) : despizadur a 1600 x 1024 gant 16 milion liv.
  • WSXGA+ (Wide super eXtended Graphics Array) : despizadur a 1680 x 1050 gant 16 milion liv.
  • WUXGA (Wide Ultra eXtended Graphics Array) : despizadur a 1920 x 1200 gant 16 milion liv.
  • QXGA (Quad eXtended Graphics Array) : despizadur a 2048 x 1536 gant 16 milion liv.
  • QSXGA (Quad Super eXtended Graphics Array) : despizadur a 2560 x 2048 gant 16 milion liv.
  • QUXGA (Quad Ultra eXtended Graphics Array) : despizadur a 3200 x 2400 gant 16 milion liv.


Mod kevregañ Despizadur diazremm Despizadur diazerc'h niver a bikseloù Ratio
VGA 640 480 307 200 1
SVGA 800 600 480 000 1,56
XGA 1024 768 786 432 2,56
SXGA 1280 1024 1 310 720 4,27
SXGA+ 1400 1050 1 470 000 4,78
SXGA+ 1280 1024 1 310 720 4,27
UXGA 1600 1200 1 920 000 6,25
QXGA 2048 1536 3 145 728 10,2
QSXGA 2560 2048 5 242 800 17,1
QUXGA 3200 2400 7 680 000 25