Mohamed Abdullahi Mohamed

Mohamed Abdullahi "Farmajo" Mohamed (somalieg : Maxamed Cabdulaahi Maxamed Farmaajo, arabeg : محمد عبد الله محمد‎‎), bet ganet d'ar 5 a viz Mae 1962, zo un diplomat, ur c'helenner hag ur politikour somaliat.

Mohamed Abdullahi Mohamed

D'an 8 a viz C'hwevrer 2017 e voe kadoriet evel 9vet prezidant Somalia gant 184 mouezh diwar un hollad a 328. Bet e oa pennmaodiern Somalia etre miz Du 2010 ha miz Even 2011.
Bez' ez eo ivez krouer ha prezidant ar strollad Xisbiga Siyaasadda ee Tayo, berraet e Tayo.