Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Mohamed Belouizdad a zo bet ganet d'an 3 a viz Du 1924 e karter Belcourt en Aljer (Aljeria) ha marvet d'ar 14 a viz Genver 1952 gant an droug-skevent.

Brogarour aljerian, krouer an Aozadur Ispisial.

Mohammed Belouizdad a zo ganet an 3 a viz Here 1924. Dont a ra da vezañ rener an O.S. e miz C'hwevrer 1947. Dont a ra er gouarnamant jeneral e 1944 war-lerc'h e studioù. Er memes koulz e stourm gant komite yaounkiz Belcourt ha komite pobl Alje Vras, bodadoù a stourm evit Aljeria dieub. Ar c'hoant a zo gant an Aljerianed da implij ar feulster a-enep d'ar C’hallaoued war-lerc'h an 8 Mae 1945 evit dieubiñ Aljeria. Ur wech bet harzet Republikaned ha tud a stourme evit Aljeria, abalamour d'ar manifestadegoù a zo c'hoarvezet d’an 8 a viz Mae e Guelma, Kherrata ha Setif, e teuas Mohammed Belouizdad da vezañ penn-bras norzh bro Constantine. Tapet e voe gant kleñved al langis pe an droukskevent, war-lerc'h bloavezhioù ha bloavezhioù a stourm evit Bro-Alje, mervel a reas d'ar 14 a viz Genver 1952 e Pariz d’an oad a 28 vloaz. Douaret eo e bered Sidi M'Hamed e Belcourt, anveet bremañ Belouizdad, diwar e anv.