Mor an Inizi Gall

mor

Mor an Inizi Gall (Cuan Uibhist e gouezeleg, da lavaret eo “mor-bras Uibhist”; Sea of the Hebrides e saozneg) a zo ur mor eus ar Meurvor Atlantel, e gwalarn Bro-Skos, etre div enezeg an Inizi Gall, enne war-dro 500 enezenn, da lavarout eo:

E men emañ

Mor an Inizi Gall a sko war-eeun er Meurvor Atlantel er su hag en un doare dieeun gantañ dre meur a strizh-mor a zo etre an Inizi Gall diavaez, er c'hornôg, ha dre ar strizh-mor anvet "The Little Minch", e saozneg. Hennezh a sko er "Minch" en norzh, ur mor all eus ar Meurvor Atlantel.

Gwel eus Sandaigh diouzh tuchenn an nadoz-vor war gCanaigh. War an dremmwel e weler Enez Rùm. Emañ holl an inizi-se e Mor an Inizi Gall.