Morfologiezh amzibun

Implijet e vez an termen morfologiezh amzibun (diwar ar saozneg: nonconcatenative morphology) war dachenn ar yezhoniezh evit komz eus doareoù deveradur (d.l.e. sevel stummoù nevez diwar stummoù diazez) diazezet war kemmoù kaset da-benn e diabarzh ar gwriziennoù kentoc'h evit dre stagañ morfemoù (kengerioù) ouzh ar stumm diazez renk-ouzh-renk, da lâret eo kentoc'h evit dibunañ lostgerioù ha/pe rakgerioù an eil war lerc'h egile.

Deveradur ar ger arabek muslim diwar ar wrizienn deirc'hensonennel S-L-M.

Implijet e vez alies ar vorfologiezh amzibun gant ar yezhoù semitek, dreist-holl ar yezhoù arabek, en o zouez an arabeg hag ar malteg hag ivez, met nebeutoc'h, gant an amhareg, h.a.

Kavet e vez skouerioù eus ar vorfologiezh amzibun e yezhoù all estreget ar yezhoù semitek, avat hag e brezhoneg, da skouer, e c'heller sevel stumm al liester diwar stumm an unander dre stagañ ouzh e dibenn al lostgerioù « -(i)où », d.s.:

tadtad

E degouezhioù all avat e vez savet stumm al liester en un doare disheñvel dre gemmañ ar vogalennoù e diabarzh ar stumm unander diazez kentoc'h evit dibunañ kengerioù, da skouer dre apofoniezh (pebeiladur vogalennek):

ararerer

Bez' e c'hell bezan implijet ar vorfologiezh amzibun ha lostgerioù war un dro ivez:

bagbigi

Doareoù morfologiezh amzibun kemmañ

Meur a zoare morfologiezh amzibun ez eus, en o zouez:

  • Ober a reer kemmadenn an diazez eus an doare morfologiezh amzibun ma vez deveret ur stumm diazez dre gemmañ ar wrizienn diazez hep rankout ouzhpennañ morfemoù all outi dre ret, d.s. e brezhoneg:
yaryer
मर- (/mar-/) « mervel » → मार- (/maːr-/) « lazhañ »
/káʔba/ « loustoni » → /káʔbá/ « lous »
Gwrizienn K-T-B (o tennañ d'ar skrivañ)
kitba « skrid »
ktieb « levr »
kotba « levrioù »
ktibt « skrivis »
nikteb « skrivan »
  • Dre doubladur, ma vez implijet div wezh renk-ouzh-renk un tamm eus ar wrizienn pe ar wrizienn en he fezh, da skouer e yakouteg e vez implijet an doubladur evit kreñvaat ster un anv-gwan :
/k̠ɨhɨl/ « ruz » → /k̠ɨp-k̠ɨhɨl/ « ruz-kenañ »
/oɳiːt/ « kostezenn » → /oɳiː/ « kostezennoù »

Gwelit ivez kemmañ