Maurice Lebesque, lesanvet Morvan Lebesque, a oa bet ganet e Naoned e 1911 ha marvet e Brazil e 1970. Ur c'hazetenner e oa.

Morvan Lebesque
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMorvan Lebesque Kemmañ
Anv-bihanMorvan Kemmañ
Anv-familhLebesque Kemmañ
LesanvJean Hellé Kemmañ
Deiziad ganedigezh21 Gen 1911 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNaoned Kemmañ
Deiziad ar marv4 Gou 1970 Kemmañ
Lec'h ar marvRio de Janeiro Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherkazetenner, essayist, opinion journalist, dramaour Kemmañ
Tachenn labourkazetennerezh, opinion journalism, drama Kemmañ
ImplijerLe Canard enchaîné, L'Express (Neuchâtel), Je suis partout, Cahiers du cinéma Kemmañ
Bet war ar studi elycée Georges-Clemenceau Kemmañ

Bet e oa bet er skol gant Julien Gracq el lise Clemenceau e Naoned.

Kronikoù en deus skrivet evit Le Canard Enchaîné hag ur romant-brezel zo deuet gantañ ivez : Soldats sans espoir. Ur c'hronikour brudet e oa.

E levr « Comment peut-on être breton ? Essai sur la démocratie française », embannet e 1970, en deus degaset muioc'h a vrud c'hoazh da Vorvan Lebesque. El levr-mañ e kas war-raok ar preder a-zivout identelezh Breizh er Republik c'hall ha kement-se, kalz a-raok ma vo an dra-se diouzh ar c'hiz. Ul levr dave e chom e oberenn evit an holl Vretoned o deus dizoloet gantañ e oa Breizh ur vro a zo bet tennet hec'h Istor hag he yezh diganti.

E Rio de Janeiro e oa marvet e 1970 pa oa gant un droiad prezegennoù diwar-benn sevenadur Breizh.

Ur straed Morvan Lebesque ez eus e Naoned. Ajañs Sevenadurel Breizhek Liger-Atlantel, a zo ur seurt Ti ar Vro evit Bro Naoned, a zo bet anvet diouzh e anv ivez.