Morvran

Ur vorvran vras
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Ciconiiformes
Kerentiad : Phalacrocoracidae
Genad : Phalacrocorax
Anv skiantel
Phalacrocorax
Brisson, 1760
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Morvran a lavarer eus meur a evn-mor eus ar genad Phalacrocorax. Dre vras e lavarer morvaout anezho er yezh komzet[1].

Laboused brazik int, hag a vez o splujañ e-pad pell evit tapout pesked. Hir eo o c’horf hag o gouzoug ha kreñv eo o figos. A bep seurt spesadoù anezho a gaver dre ar bed, er broioù tomm hag er broioù klouaroc’h. War an holl gevandirioù ez eus spesadoù morvrini, nemet e Suamerika. Du eo an darn vrasañ anezho, met en hantervoul ar su ez eus spesadoù gant muioc’h a livioù. Kavet e vezont war vord ar mor hag en-dro d’al ledennadoù dour dous ivez.

E Breizh e kaver daou spesad anezho :

Ar morvrini bras a vev war an aod ha war ar stêrioù hag al lennoù. Ar morvrini kuchenn, avat, ne gaver nemet war vord ar mor. Ned eont ket gwall bell diouzh an douar peurliesañ. Ur spesad all a gaver en Europa : ar vorvran gorr (Phalacrocorax pygmeus). E-touez ar spesadoù morvrini a gaver er c'hevandirioù all, ez eus lod zo en arvar.

Pa vezont o neuial war c’horre ar mor, ne vez gwelet nemet o gouzoug hir a-zioc’h an dour. Dindan ar gorre e c’hellont neuial aes betek 20 metr donder ha chom en dour e-pad ur vunutenn. Pa vez ur vorvran o splujañ evel-se ez a war-raok buan-kenañ, evit tapout pesked. Laboused lontek int kontet da vezañ, dreist-holl ar morvrini bras. En abeg da se ne blijont ket kalz d’ar besketaerien e Breizh. E broioù reter Azia (Sina pe Japan) e vezont doñvaet gant an dud da besketa.

Er c’hontrol diouzh a c’hoarvez gant an darn vrasañ eus an evned palvezek all, e vez treuzet o fluñv gant an dour. Abalamour da se e chom gleb o fluñv e-pad pell. Gwelet e vezont alies o klask sec’hiñ war ar reier, gant o divaskell digor bras e stumm ur groaz. Pa vezont o klask dibradañ da nijal pelloc’h, e chomont tost d’an dour e-pad pell, rak gant o fluñv gleb int re bounner da c’hellout sevel buan. Bevañ a reont a vandennadoù bras peurliesañ.

Spesadoù kemmañ

34 spesad morvrini zo :

Rummatadur kemmañ

Diouzh ar rummatadurioù e vez renket ar morvrini en urzhiad Pelecaniformes pe Ciconiiformes.

Sell ivez kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • (troet gant) T Huon ha P. an Habask, Laboused an Arvor, Embannadurioù Al Lanv, 1984
  • David Alvarez Fernández, Abel Fernández Guttiérez ha José Francisco García-Rovés, El cormoran moñudo en el concejo de Cudillero, 1995, Uviéu, Asturiez.

Liammoù diavaez kemmañ

Sellit ouzh ar ger morvran er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Notennoù kemmañ

  1. Berr (Alan-Gwenog), Ichtyonymie bretonne, 1973, levr II, R 459; morvaout (ger gourel) hag adstummoù koulz lavaret e pep lec'h, morvran en ul lec'h hepken (Molenez).
  2. David Alvarez Fernández, Abel Fernández Guttiérez ha José Francisco García-Rovés, El cormoran moñudo en el concejo de Cudillero, 1995, Uviéu, Asturiez.