Muspelheim (Norseg: Múspellsheimr), pe Muspell, eo rouantelezh an tan er vitologiezh skandinavat.

Gerdarzh "Muspelheim" zo arvarus daoust ma c'hallfe ar ger dont eus Mund-spilli, ("dismantrerien ar bed", "dismantr ar bed") marteze.

Danevell kemmañ

Muspelheim a vez skeudennet evel ul lann goulaouet gant tanioù e-leizh, annezet gant ramzed-tan, ha diwallet gant Surtr, gant e glezeñv entanet. Kement a venneget eo Muspelheim evit grouidigezh ha dismantridigezh an hollved. Hervez an Edda e komz-plaen, kalz a-raok ma oa bet graet ar bed, e oa Niflheim. E Niflheim e oa ur vammenn anvet Hvergelmer hag un niver bras a stêrioù a ziskenne eus ar vammenn-se, hag e oant anvet an Élivágar. O anvioù e oa Svol, Gunnthro, Form, Finbul, Thul, Slid ha Hrid, Sylg ha Ylg, Vid, Leipt ha Gjoll.

Goude ma oant aet pell diouzh ar vammenn, ar stêrioù a grogas da yenaat hag ar pistri e-barzh a galedas an dour hag a droas da vout skorn. Ar c'hlereg a leunias al lec'h goullo anvet Ginungagap gant skorn, ha korventennoù a greskas enni.

Koulskoude e oa tanioù o strinkañ eus Muspelheim er su da Ginungagap. Ha pa gejas an tan gant ar skorn e oa bet krouet ur mesk. Ar fulennoù a bignas uhel d'ober an heol, al loar hag ar stered, tra ma kouezhas takennoù skornek da stummañ ar boud kentidik Ymir, anvet Aurgelmer gant ar ramzed-skorn.

Ar Gylfaginning, ur varzhoneg eus an Edda e komz-plaen, a gonta e voe torret ar pont Bifröst gant mibien Muspell e-kerzh ar Ragnarök.