Mutuelles de Bretagne

Mutuelles de Bretagne (Brezhoneg: Kenwarezoù Breizh) zo un aozadur kenwarez digorvo diazezet e Brest, e Penn-ar-Bed. Adkavout a reer lodennoù eus an aozadur e Breizh a-bezh. Arbennikaet eo an aozadur war dachenn ar c'hretaat kenetre.

Istor kemmañ

Ar C'henetre a Vreizh a oa bet krouet d'ar 5 a viz Gwengolo 1905 o unaniñ 70 eus ar 107 kenetre a oa er Penn-ar-Bed. Hervez lec'hienn an aozadur e vije bet evel pal "adalek ar penn-kentañ", da "ziskenn an diforc'hioù ha da reiñ an tu d'an holl, ne ra forzh al live sokial, ur moned etrezek pareoù ha servijoù a zoare ha lec'hel", en ur bed "na rank biken dont da vezañ unan marc'had".

Er bloavezh 2017 ez eus 350 a dud o labourat er c'henetre.

An Afer Ferrand kemmañ

D'ar 24 a viz Mae 2017, ar gazetenn Le Canard enchaîné a lak war-wel e vefe bet sikouret e wreg gant Richard Ferrand pa oa sekretour meur ar Mutuelles de Bretagne da c'hounez arc'hant. Sandrine Doucen, a vefe bet sikouret gant he gwaz da c'hounez tro 500 000 euro : ur miz goude bezañ bet ur c'hevrad feurmiñ eus un ti-uhel evit ar Mutuelles de Bretagne he dije krouet un SCI. 99 % eus al lodennoù an SCI a zo perc'hennet ganti ha dre-se e oa deuet a-benn da brenañ an ti-uhel war-dle met hep degas arc'hant. Ur wech furmet ar Mutuelles de Bretagne a ra 184 000 euro a labourioù, priz SCI an itron Doucen a oa pignet nebeut bloavezhioù war-lerc'h da 3000 gwech ar sammad diazez ha devoa postet e-barzh tizhet e oa 300 000 euro.