Na Hearadh (distaget [nə ˈhɛɾəɣ] e gouezeleg; Harris e saozneg) zo un enezenn e gwalarn Bro-Skos, unan eus Inizi Gall er Meurvor Atlantel. E gwirionez eo stag ouzh Leòdhas, a zo en hanternoz dezhi, met lavaret e vez Leòdhas agus na Hearadh (Leòdhas ha na Hearadh) evel pa vijent div. War-dro 2 000 a dud zo o chom enni.
An Tairbeart eo porzh ha kêr-benn Na Hearadh.

Na Hearadh, stag ouzh Leòdhas.
Aod ar c'hreisteiz.
An Cliseam adalek Abhainn Mharaig.

Gerdarzh kemmañ

Na Hearadh e vije an enezenn meneget evel Adru (a dalv tev, tolzennek) e kartenn Klaudios Ptolemaios eus Enez Vreizh hag an inizi amezek. E norseg, Hérað a oa ur seurt distrig. An darn vrasañ eus anvioù-lec'h Na Hearadh a zo anvioù norsek gouezelekaet.

Douaroniezh kemmañ

Rannet eo Na Hearadh etre div lodenn, hini an hanternoz ha hini ar c'hreisteiz, gant Loch A Siar (West Loch Tarbert) ha Loch an Tairbeairt (East Loch Tarbert). Etre an div loc'h ez eus ur strizh-douar m'emañ An Tairbeart ((An) Tairbeart pe Tairbeart na Hearadh e gouezeleg, Tarbert e saozneg).

 
An Cliseam, Na Hearadh

Hervez niveradeg 2011 e oa 1 916 a dud o chom[1] en enez, ha 60% anezho a oa gouezelegerien.

Hanternoz Na Hearadh kemmañ

 
Feannagan, pe "lazy beds" e hanternoz Na Hearadh.

E hanternoz Na Hearadh, tostik ouzh Leòdhas, emañ An Cliseam, uhelañ menez an Inizi Gall pellañ gant 799 metr.

Er c'hreisteiz kemmañ

 
Na Hearadh ar c'hreisteiz

N'eo ket ken meneziek kreisteiz an enezenn. Traezhegi gwenn zo en arvor kornôk.

Filmoù kemmañ

Pennadoù filmet eus an enezenn a zo bet lakaet gant Stanley Kubrick da c'horre ar blanedenn Yaou en e film 2001, A Space Odyssey[2].

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù kemmañ

  1. [1] Comhairle nan Eilean Siar. Gwelet d'ar 27 a viz Ebrel 2015.
  2. "Welcome to Film Hebrides" filmhebrides.com. Gwelet d'ar 26 a viz Gwengolo 2007.