Naonegezh e Bengal e 1770

Ur pennad Naonegezh Bengal zo ivez.

Naonegezh Bengal e 1770 (Great Bengal famine of 1770 e saozneg ha ৭৬-এর মন্বন্তর Chhiattōrer monnōntór e banglaeg) a oa un naonegezh vras etre 1769 ha 1773 e Bengal, en India en amzer an trevadennerezh saoz. Dek milion a dud a varvas e Bengal, ma oa Bihar ha lod eus Odisha.
Kement-se a c'hoarvezas dre ma veze rediet ar gouerien da c'hounit opiom gant ar British East India Company da vout kaset goude da Sina, e-lec'h labourat douar da vagañ pobl Bengal, ken e vankas greun d'an dud.

Liammoù diavaez kemmañ