Nefertiti (toullgorferezh)

Nefertiti a vez graet eus un toullgorfadur a-serzh e kabell an ellig hag ur minelladur e-doare "Kristina" war un dro. Gant an doullerien-groc'hen a vicher eo bet anvet Nefertiti, diwar anv ur rouanez kenedus eus Egipt kozh, goude ma n'ouzont ket ha toullet e oa he c'hroc'hen-hi, rak n'eo ket bet kavet he c'horf.

Ijinet eo bet da gemer lec'h an toullerezh Isabella, a veze kavet re zañjerus betek gant an dud a vicher.

Ret e vez touzañ ar voudenn a-raok. Hir ha poanius e c'hell padout ar maread pareañ dre ma vez toullet a-dreuz da galz a gig ha hebleg e rank bezañ barrennig ar bravig.

Liammoù diavaez kemmañ