Ar jeneral Nicholas Patrick Carter, anavezetoc'h evel Nick Carter, bet ganet e Nairobi d'an 11 a viz C'hwevrer 1959, zo un ofiser uhel a Vro-Saoz er British Army. Servijet en deus evel ofiser e penn an Eil batailhon er Royal Green Jackets ; dre-se e voe kaset da Vosnia e 1998 ha da Gosovo e 1999. Goude bezañ servijet en Afghanistan e oa bet lakaet e penn an 20th Armoured Brigade e 2004. E penn nerzhioù Breizh-Veur eo bet en emgannoù Basrah.

Nick Carter e 2018.

Aboae miz Gwengolo 2014 emañ e penn ar British Army.