Ur skrivagner saoz eo Nick Hornby, ganet e 1957. Anavezet eo e romantoù “High Fidelity” hag “About a Boy” hag e emvuhezskrid “Fever Pitch”, ma kont e garantez ouzh ar vell-droad. Alies mat e vez tud sorc'hennet pe dibal en e levrioù.

Nick Hornby


E vuhez kemmañ

Ganet e oa e Redhill, Surrey, Bro-Saoz d’ar 17 a viz Ebrel 1957. Pa oa 11 vloaz e oa dizimezet e dud. Dimezet eo bet div wech. Ur mab (ganet e 1992) hag a zo taget gant an “aotism” en deus bet gant e wreg kentañ, ha daou vab (ganet e 2003 ha 2005) gant ar broduerez Amanda Posey, e eil gwreg.

E 1992 en deus embannet e emvuhezadur anvet “Fever Pitch” ma tispleg e zarempred trelatet gant ar skipailh mell-droad “Arsenal Football Club”. Bet en doa ar priz William Hill Sports Book Of The Year (“Levr-sport Ar Bloaz“) gant al levr-se. Goude-se en deus kroget Hornby da skrivañ pennadoù e-barzh kazetennoù Sunday Times, Time Out ha Times Literary Supplement. Skrivet en deus ivez barnadennoù sonerezh e-barzh New Yorker. E 1995 en deus embannet e romant kentañ, High Fidelity, hag a zo brudet-tre. Ur film a oa bet graet diwar-benn al levr-se e 2000 gant Stephen Frears gant John Cusack e roll ar pennc’hoarier. Bet en deus Nick Hornby ur bern prizioù evit e romantoù hag evit e oberennoù all.

Sonerezh kemmañ

Pouezus-bras eo ar sonerezh e buhez Nick Hornby. Ul lod bras eus e levrioù zo liammet gant ar sonerezh en ur mod. Penndanvez e romant kentañ (High Fidelity) hag hini diwezhañ betek bremañ (Juliet, Naked) eo ar sonerezh ha tud dedennet-bras (pe kentoc’h re vras) gantañ. Darempredoù gant bed ar sonerezh en deus Nick Hornby e-unan ivez. Kenlabourat a ra gant strollad rock “Marah”. Graet en deus tro ar bed gant ar strollad-se o lenn e skridoù diwar-benn ar sonerezh e-pad ar sonadegoù.

Oberennoù kemmañ

Romantoù kemmañ

  • (1995) High Fidelity
  • (1998) About a Boy
  • (2001) How to Be Good
  • (2005) A Long Way Down
  • (2007) Slam
  • (2009) Juliet, Naked

Danevelloù

  • (1998) Faith
  • (2000) Not a Star
  • (2005) Otherwise Pandemonium

Oberennoù


Dastumadennoù kemmañ

Filmoù savet diwar-benn e levrioù

  • 1997 Fever Pitch — sevenet gant David Evans; senario gant Nick Hornby
  • 2000 High Fidelity — sevenet gant Stephen Frears
  • 2002 About a Boy — sevenet gant Chris and Paul Weitz
  • 2005 Fever Pitch — sevenet gant Bobby and Peter Farrelly
  • 2009 An Education — sevenet gant Lone Scherfig, senario gant Nick Hornby