Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

En Afrika ar C'hornôg emañ Republik kevreadel Nigeria, enni 36 stad kevredet hag an tiriad kevreadel tro-dro da Abuja, ar gêr-benn. Eus pleg-mor Ginea betek Lenn Tchad en em led an tiriad, 923 773 km² ennañ. Er c'hornôg dezhi e kaver Republik Benin, en norzh, Republik Niger ha Republik Tchad hag er reter, Republik Kameroun. Bro bobletañ Afrika eo hag ar seizhvet hini eus ar bed gant 158 423 000 a dud e 2010, ar pezh a ra 2.28% eus poblañs ar bed. Lagos eo ar brasañ kêr.

Republik Kevreadel Nigeria
Federal Republic of Nigeria
Jamhuriyar Taraiyar Nijeriya
Ȯha nke Ohaneze Naíjíríà
Àpapọ̀ Olómìnira ilẹ̀ Nàìjíríà

Banniel Nigeria
Banniel Ardamezioù
  • ██ Lec'hiadur Nigeria en Afrika

  • Kan broadel Arise Oh Compatriots, Nigeria's Call Obey
    Yezh ofisiel Saozneg
    Yezhoù broadel Haousaeg Igboeg Yoruba
    Kêr-benn Abuja
    Gorread
    • En holl
    • % dour

    923 769 km²
    1.4
    Poblañs
    • Hollad (2010)
    • Hollad (braskontet e 2020)
    • Stankter

    158 423 000
    204,630,269
    218/km²
    Prezidant Muhammadu Buhari
    Bezprezidant Yemi Osinbajo
    Gouel broadel 1 a viz Here
    Moneiz Naira (₦)
    Kod pellgomz 234
    Kenrouedad .ng

    Istor kemmañ

    Un drevadenn vreizhveuriat e voe etre 1800 ha 1960. Etre 1960 ha 1966 e oa Republik kentañ ar vro, ha goude e oa ar juntenn vilourel e penn ar vro hag ar brezel diabarzh betel 1979. Brezel ar Biafra a voe etre 1967 ha 1970. Skoazellet e voe digevredouriezh ar Biafra gant ar jeneral Salazar eus Portugal, ar jeneral Franco eus Spagn ha dreist-holl ar jeneral De Gaulle eus Bro-C'hall, evit abegoù a denn d'an tireoul (ar gall Elf a-enep ar saoz Shell) ha geopolitikel. Goude ar eil Republik etre 1979 ha 1983 e oa adarre ar juntenn vilourel betel 1999.

    Politikerezh kemmañ

    Ur republik kevreadel eo Nigeria. Daoust d'ar goubrenerezh, da ijinerezh an tireoul ha d'an islamouriezh e norzh ar vro, ez eus un hengoun demokratel, hêrezh d'ar sevenadur angl-ha-saoz. Strolladoù politikel a-leizh a zo, mediaioù dieub hag ur justis dieub awalac'h.

    Disklêriet eo bet ar Pevarvet Republik e 1999. Dilennet eo bet Muhammadu Buhari da brezidant ar vro e 2015, a-enep ar prezidant kimiader Goodluck Jonathan. Addilennet eo bet e miz C'hewrer 2019.

    Stadoù Nigeria kemmañ

     
    Rannet eo Nigeria e 36 stad mui tiriad kevreadel ar gêr-benn, Abuja.

    Liammoù diavaez kemmañ