Nouakchott (نواكشوط pe انواكشوط Nawākšūṭ en arabeg, a zeuje eus un anv berberek a dalvezje "lec’h an avelioù"), eo kêr-benn ha kêr vrasañ Maouritania. Kreizenn velestradurel ha kenwerzhel Maouritania eo ha bez' eo unan eus kêrioù bras ar Sahara.

Ar voskeenn veur e-kreiz ar gêr.

Emañ Nouakchott war ribl ar Meurvor Atlantel. Ur c'hreñvlec'h evit an arme c’hall e oa da gentañ. N’eo nemet e 1958 e voe kroget da sevel ur gêr vodern (daou vloaz a-raok dizalc’hiezh Maouritania), hag abaoe eo kresket, gant nomaded ar vro o tont d’en em ziazezañ enni. 894 403 a dud a oa o vevañ eno e 2013.

Kêrioù gevellet kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.