Nyiragongo

Menez-tan

An Nyiragongo a zo ur menez-tan e Traoñienn ar Rift Meur e reter Afrika. E anv a dalv e brezhoneg an hini a zivoged. Dre m'emañ tost ouzh ur bern kêriadennoù poblet mat, met ivez dre ma tislonk alies hag ez eo redus-kenañ e lava, ez eo anavezet an Nyiragongo evel unan eus ar menezioù-tan dañjerusañ en Afrika.

Lec'hiadur kemmañ

 
ur gwel eus ar menez-tan Nyiragongo

E Republik demokratel Kongo emañ an Nyiragongo, ha resisoc'h : 29,5° Reter ; 1,52° Su. En aridennad ar Virunga (80 km eus Reter da Gornôg hag 20 km ledander) emañ, gant ar menezioù-tan-mañ: ar Vuhaura, ar Vgahinga, ar Sabinyo, ar Vishole, ar Vikeno, ar Garisimbi hag an Niamuragira. War-hed 19 km emañ an Nyiragongo eus kêr Goma, tost d'ar vevenn etre ar C'hongo hag ar Rwanda. Kêr Goma a zo war-dro 400 000 a dud o chom enni. Uhel a-walc'h eo an Nyiragongo, gant 3 469 m a uhelder. War rift Afrikan Esten emañ an Nyiragongo.

Tarzhadennoù kemmañ

Pa vez komzet eus an Nyiragongo e ranker gouzout o deus cheñchet e darzhadennoù e-kerzh ar bloavezhioù, da laret eo e oant tarzhus betek an 19vet kantved evit dont da vezañ dislonkus adalek dislonkadenn 1927 hag he deus paouezet e 1977. E-kerzh an dislonkadenn a badas 50 vloaz e voe krouet ul lenn magma hag en em zileunias en un eurvezh. An dislonkadenn-mañ a gemeras hent Goma hag a baouezas un tammig a-raok an aerborzh, met lazhet e voe 600 den ha leusket ur graterenn 900 metrad donder.

Dislonket en deus dija peder gwech :ur wech e 1944, e 1948, e 1977 hag e 2002. Dislonkadenn 2002 he deus lakaet da fall 14 kêriadenn nepell dioutañ ha touchet he deus e lava kêriadenn Goma en ur leskel un nant lava eus 60 km hirder ! Setu n'eo ket marv c'hoazh an Nyiragongo. Ur vojenn a zo en-dro d'an Niamuragira diwar-benn an Nyiragongo : laret e vez gant an dud o vevañ tro- dro d'an daou venez-tan-se ez a ene an dud varv da lakaat anezhañ da zislonkañ.

 

Tarzhus eo an Nyiragongo hag ur stumm kemmesk en deus ar mnez-tan Peleat-mañ. Lava berradus ha tarzhadennoù aezhenn dour a zo en e zislonkadurioù. Teñval eo liv e lava hag ur gimiezh bazek he deus. An Nyiragongo na servij da vann evit an dud o vevañ tro-dro (labour-douar...).