Oberiadur-brezel Baltek

An Oberiadur-brezel Baltek, pe Oberiadur difenn e Lituania ha Latvia, a vez graet eus un hollad oberiadurioù stourmet etre an Arme Ruz hag ar Wehrmacht etre an 22 a viz Even hag an 9 a viz Gouhere 1941 e Lituania, Latvia hag Estonia.

An Oberiadur-brezel Baltek etre an 22.06.1941 hag an 10.07.1941
Sturmgeschütz III e Latvia e-pad an Oberiadur-brezel Baltek.

Disoc'h kemmañ

En desped d'un difennerezh kalonek, an nerzhioù soviedel a voe trec'het ha rediet da gilañ. An oberiadur-brezel a voe heuliet gant an Oberiadur-difenn strategel eus Leningrad (10 a viz Gouhere - 30 a viz Gwengolo 1941), hag a voe unan evit klask sevel un talbenn difenn stabil war al linenn Narva–Novgorod.