Al lec'h izelañ etre daou gern ul linenn gribenn eo an ode. An hent etre div draoñienn e vez alies, hag hentoù kirri-tan, a-wechoù hentoù-houarn, a c'hall bezañ savet evit mont ha dont aesoc'h etrezo. Ul lec'h tremen e vez ivez alies evit loened zo, al laboused tremeniat dreist-holl met ivez eskell-kroc'hen ha balafenned tremeniat.

Brastres un ode etre daou gern.
"Strollad Langkofel" en aradennad an Dolomitoù (Italia), gwelout a reer an ode e kreiz.

An odeoù en Istor kemmañ

N'eus ket kalz odeoù er Pireneoù. Brudet eo Boulc'henn Roland avat, graet gant ar marc'heg o skeiñ ouzh ar menez gant e gleze Durandal hervez ar vojenn. Merkout a ra an harzoù etre Bro-C'hall ha Spagn.

En Alpoù e tremenas Napoleone Buonaparte hag e arme e ode ar Sant-Bernez Bras e 1800 evit mont da vrezeliñ en Italia.

Un nebeud skouerioù ode kemmañ

 
Pannel ode Tredudon.

Er aradennadoù menezioù izel ez eus odeoù ivez, da skouer e Menez Are, ode Roc'h Tredudon (361 m), ode Roc'h Trevezel, pe ode ar Teir Fagodenn (282 m) hag a zo an harzoù etre Birmania ha Thailand.