Olimpia Mancini (Olympe Mancini e galleg) (Roma, 1638 – Brusel, 1708), a oa an eil koshañ eus pemp c'hoar Mancini, a oa bet degaset war un dro gant o div geniterv Martinozzi, ar Mazarinettes, da lez Bro-C'hall gant o eontr kardinal Giulio Mazzarino, en amzer ar roue Loeiz XIV. Olimpia a voe mamm d'ar jeneral aostrian anavezet evel ar Priñs Eugenio. Kaset e voe kuit eus Bro-C'hall abalamour d'ar perzh a gemeras en afer ar c'hontammoù.

Olimpia Mancini, poltredet gant Mignard.